Laeroñsi el Louvre e 2025
| Anv er yezh orin | cambriolage du musée du Louvre en 2025 |
|---|---|
| Den heverk | Dominique Buffin, Laurence des Cars |
| Bro | Frañs |
| Lec'h | Galerie d'Apollon |
| Daveennoù douaroniel | 48°51′34″N 2°20′12″E |
| Deiziad | 19 Here 2025 |
| Deskrivet en URL | https://www.culture.gouv.fr/presse/communiques-de-presse/informations-relatives-au-vol-par-effraction-survenu-ce-dimanche-19-octobre-au-musee-du-louvre |
| A implij | lifting equipment |
| Oberour | talvoud dianav |

D'an 19 a viz Here 2025, laeron o deus laeret ul lodenn eus bravigoù Kurunenn Bro-C'hall a oa war ziskouez er Galerie d'Apollon, e mirdi al Louvre e Pariz, e Bro-C'hall. Al laeron o deus bet ezhomm etre peder ha seizh munutenn evit seveniñ an torfed[1]. Ar c'hentañ laeroñsi arzel eo bet el Louvre abaoe laeradenn al livadur Le chemin de Sèvres e 1998[2].
Al laeradenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Al laeradenn a zo c'hoarvezet da 9e30, pa ne oa ket digor ar mirdi d'ar weladennerien[3][4]. Al aleron a zo erruet gant skouterioù hag a zo deuet-tre e tu ar Seine, degaset o devoa ur vreolimerez hag ostilhoù all. Gwisket e oant gant jiletennoù melen lufrus evit bezañ heñvel ouzh labourerien[4]. Daou ezel eus ar strollad[5], o dremmoù kuzhet gant kougouloù[3], a oa deuet a-benn da dizhout an eil estaj dre ur balkon en ur implijout ur savarez-arrebeuri, ur c'harbed gant ur bignerez dredan implijet alies e Pariz pa vez dilojadegoù[5]. Ur wech tizhet an eil estaj[6], implijet o deus ur vreolimerez[7] ha troc'het ganto gwer ur prenestr evit tizhout ar Galerie d'Apollon, ar pezh en doa lakaet ar galv-diwall da seniñ[5]. Ur wech e-barzh o deus graet aon da zaou ward gant o ostilhoù troc'hus, laeret o deus eizh pezh hag a oa war ziskouez[7][8], ha skampet int kuit gant an hent o devoa implijet evit dont e-barzh. Gortozet e oant gant an daou ezel all[5] war skouterioù Yamaha TMAX[9]. Klasket o deus plantañ tan er c'harbed o devoa implijet met en aner, rak un implijiad eus ar mirdi a oa deuet a-benn da dalañ outo[5]. Ar strollad laeron a zo tec'het gant an hent-tizh A6[10].
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ "Louvre closed for the day after robbery of 'priceless' jewelry" (in en), Le Monde (19 a viz Here 2025).
- ↑ Schofield, Hugh (19 October 2025). How common are thefts from the Louvre? (en-GB).
- 1 2 Thieves rob priceless jewels from Paris' Louvre in brazen heist. Reuters (19 a viz Here 2025).
- 1 2 "Cambriolage au Louvre : ce que l'on sait sur le vol spectaculaire de bijoux "d'une valeur inestimable"" (in fr), TF1 (19 a viz Here 2025).
- 1 2 3 4 5 (en) Catherine Porter & Aurelien Breeden, In Just 7 Brazen Minutes, Thieves Grab 'Priceless' Jewels From Louvre, New York Times, 19 a viz Here 2025
- ↑ Adamson, Thomas (19 a viz Here 2025). Thieves strike Louvre in brazen jewel heist as the world's most visited museum shuts (en).
- 1 2 Everything we know about the Louvre jewellery heist (en). BBC News (19 a viz Here 2025).
- ↑ Thieves steal 'priceless' jewelry from the Louvre in seven-minute raid (en)(2025-10-19).
- ↑ (en) Rebecca Rosman, Masked thieves steal 'priceless' jewels from the Louvre Museum, NPR (19 a viz Here 2025).
- ↑ Le Parisien узнала, что грабители украли из Лувра (Russian). RBK. Kavet : 19 a viz Here 2025.