La Vingt-cinquième Heure (film)
La Vingt-cinquième Heure (Ar Pempvet Eur warn-ugent e brezhoneg) zo ur film sevenet gant ar filmaozour gall Henri Verneuil e 1966.
Fichenn deknikel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Doare : Drama,
- Skoazeller-sevener : Claude Pinoteau,
- Senario ha divizoù : Henri Verneuil, François Boyer ha Wolf Mankowitz, azasaet diwar ar romant La Vingt-cinquième Heure (1949) gant ar skrivagner roumanat Virgil Gheorghiu,
- Kevredadoù produiñ : Les Films Concordia (Pariz), Compagnia Cinematografica Champion ha Compagnia Cinematografica Mondiale (Roma,
Italia),
- Produourien : Carlo Ponti ha Simon Schiffrin,
- Rener produiñ : Paul Joly,
- Rener ar skeudenniñ : Andréas Winding,
- Ijinour ar son : Antoine Petitjean,
- Aozerien ar sonerezh orin : Georges Delerue ha Maurice Jarre,
- Kinklour : Robert Clavel,
- Dilhataerez : Rosine Delamare,
- Farderez : Monique Archambault,
- Ficher-blev : Alex Archambault,
- Frammerez : Françoise Bonnot-Verneuil,
- Prantad filmañ : adalek an 19 a viz Mae betek ar 15 a viz Gwengolo 1966,
- Lec'hioù filmañ : studioioù Boulogne-Billancourt (Hauts-de-Seine a-vremañ, Bro-C'hall), Roumania, Yougoslavia,
- Deiziadoù dont er-maez :
- 1967 : 16 a viz C'hwevrer (New York,
Stadoù-Unanet), 24 a viz Meurzh (25. tunti
Finland), 23 a viz Ebrel (The 25th Hour
Rouantelezh-Unanet), 26 a viz Ebrel (
Bro-C'hall), 20 a viz Mae (A 25 ª Hora
Portugal), 12 a viz Mezheven (Femogtyvende time
Danmark), 5 a viz Here (La hora 25
Mec'hiko), 9 a viz Here (La hora 25
Spagn), 30 a viz Here (25:e timmen
Sveden),
- Padelezh : 130'.
An danvez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E 1938, e Rouantelezh Roumania. Emañ Johann Moritz hag e wreg Suzanna o chom en ur gêriadenn, Fontana an anv anezhi. Da-geñver badeziant e eil bugel en deus pedet ar c'houblad yaouank ar pop Koruga hag e vab Trajan, skrivagner diouzh e vicher, d'ar gouel da-heul. Ur goantenn eo Suzanna ha c'hoant an archer Dobrescu zo warni. M'eo flatret Moritz da vezañ yuzev gantañ hag ar paour-kaezh Johann kaset d'ur c'hamp-labour. Manet hec'h-unan-penn, diarbenn a ra Suzanna Dobrescu en un doare rust ha, gant skoazell ar pop, klask dibac'hañ he gwaz.
Ac'hubet eo ar vro e miz Du 1940 gant an armeoù alaman ha lamet madoù ar Yuzevien dioute : rediet eo Suzanna da derriñ he nask diouzh he gwaz evit gallout delc'her un ti da wareziñ he familh. Dont a ra Johann a-benn d'en em zivac'hañ diouzh e gamp ha, tra ma'z a e geneiled da Stadoù-Unanet Amerika, ez a-eñ da Hungaria... e-lec'h m'eo paket gant ar polis lec'hel ha kaset d'an Nazied evel labourer a-youl vat.
E-keit m'emañ un tudoniour nazi o weladenniñ al labouradeg m'emañ Moritz o labourat ec'h anavez ar skiantour doare Arianed gentidik an Hanternoz e Johann. Ma vo gwisket lifre ar Waffen-SS gant ar paourkaezh Roumanad ha luc'hskeudennet penn-kil-ha-troad. Embannet eo e boltred, en Europa a-bezh, war pajenn gentañ ar gazetenn bropaganda nazi Signal ! Didamallet da-geñver Prosez Nürnberger e c'hell Moritz distreiñ d'e vro orin e 1949, a-barzh fin ar gont : adkavout a ra e wreg Suzanna, koshaet gant trubuilhoù he fladenenn rust. En he c'hichen, war gae an ti-gar, ur paotrig melen e vlev evel an ed darev, ganet anezhi goude bezañ bet gwallet gant ur milour soviedel...
Roll ar gomedianed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Anthony Quinn : Johann Moritz,
- Virna Lisi : Suzanna Moritz,
- Michael Redgrave : alvokad an difennerezh,
- Serge Reggiani : Traian Koruga,
- Dalio : Strul,
- Grégoire Aslan : Nicolai Dobrescu,
- Albert Rémy : Joseph Grenier,
- Françoise Rosay : an itron Doamna Nagy,
- Jean Desailly : rener kabined ar ministr,
- Robert Beatty : ar c'horonal Greenfield,
- Marius Goring : ar c'horonal Muller,
- John Le Mesurier : prezidant al lez-varn,
- Harold Goldblatt : Isaac Nagy,
- Jan Werich : ar serjant Constantin,
- George Roderich : Goldenberg,
- Stolan Degermic : Marcou,
- Hénia Suchar : Nora,
- Dala Milosevic : an itron Koruga,
- Drewe Henley : ar c'habiten Brunner,
- Liam Redmond : an tad Koruga,
- David Summer : Ghitza Ion,
- Meier Tzelniker : Abramovici,
- Raoul Delfosse : an urcher,
- Alexander Knox : ar prokulor,
- Victor Starcic : Hurtig,
- Jacques Marbœuf : un ofiser alaman,
- Jacques Marin : ar soudard e-ti Dobrescu,
- Paul Maxwell : al luc'hskeudenner,
- Paul Pavel : ar prizoniad er c'harr-samm,
- Jacques Préboist : ar prizoniad er c'harr-samm,
- Wolfgang Völz : soudard alaman ar c'harr-samm,
- Kenneth J. Warren : an enseller Varga,
- Robert Ayres, Rada Djuricin, Bogdan Jakus, Valentino Macchi, Branislav Radovic hag Olga Schoberová.