La Sonora Matancera

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

La Sonora Matancera zo bet unan eus brudetañ strolladoù sonerien Kuba, eus ar bloaz 1924 betek 1960, ha bev bepred. Eus kêr Matanzas e oant, evel ma tispleg o anv. Septeto Soprano e oa anvet betek 1932. Savet e oa bet gant Valentin Cane, rener betek dibenn ar bloavezhioù 30, Pablo "Babu" Vasquez, Eugene Perez a oa kaner, Manuel "Jimagua" Sanchez a oa gant an timbales, Ismael Goberna gant an dromplilh, Domingo Medina gant ar gitar, ha Jose Manuel Valera, Julio Gobin, ha Juan Llopiz Baptist.

Celia Cruz he deus kanet gante ivez. Da vare an Dispac'h Kuba ez ejont kuit da New York, ha kemer perzh a reont e krouidigezh ar salsa.

Ganto e veze sonet Son cubano, bolero, guajira , ha guaracha .

Liammoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]