Mont d’an endalc’had

La Grande Sophie

Eus Wikipedia
La Grande Sophie
Ganet 18 a viz Gouere 1969 e Thionville
Micher(ioù) oberour-kompozer-kaner
Doare(où) pop, rock, kanaouenn c'hall, folk
Benveg(où) mouezh, gitar
Bloavezhioù oberiant abaoe 1996
Label(ioù) Polydor, Universal, AZ, Epic, Sony
Lec'hienn ofisiel [lagrandesophie.fr]

La Grande Sophie eo anv-leurenn Sophie Huriaux, ur saverez pozioù, sonaozourez ha kanerez c'hall ganet d'an 18 a viz Gouere 1969 e Thionville (Loren). Kroget he doa da ganañ e-kreiz ar bloavezhioù 1990 er metoù dazeilat parizian.

Tremenet he deus he bugaleaj e Lo Pòrt de Boc e-kichen Marselha. Krog e oa da vezañ dedennet gant ar sonerezh en ur sellout ouzh ar film war gan Peau d'Âne gant Jacques Demy. Savet he doa he strollad kentañ « Entrée interdite » d'an oad a 13 vloaz.

Aet e oa da Bariz e 1990 ha mont e darempred gant metoù ar c'hevredigezhioù, en o zouez Life Live in the Bar evit seniñ ha kanañ en tavarnioù ha salioù bihan (Wait & see, L'archipel…). Kemer a ra neuze an anv-leurenn La Grande Sophie peogwir ez eus 1m78 enni.

Levezonet eo gant Jacques Dutronc, Françoise Hardy, Alain Souchon, Chrissie Hynde eus ar Pretenders hag ivez PJ Harvey, Suzanne Vega ha Joe Hisaishi. E 1996 e voe pedet da festival ar Francofolies er Roc'hell. Ar bloaz war-lerc'h he doa embannet he albom kentañ produet ganti hec'h-unan La Grande Sophie s'agrandit, gant al label dizalc'h Les compagnons de la tête de mort. E 2001 he doa sinet he eil albom gant un ti produiñ bras. 50 000 skouerenn a voe gwerzhet, abalamour d'ar ganaouenn Martin peurgetket.

E 2004 he doa embannet he zrede albom Et si c'était moi ha tapout ur "victoire de la musique" kentañ ganti e 2005. Kanañ a ra en Olympia. E 2005 e teuas er-maez he albom anvet La Suite..., un ton muioc'h a rock ennañ. Er bloavezhioù war-lerc'h e felle dezhi ober ur sonerezh eeunoc'h hag aozañ un droiad glevedoniel e Bro-C'hall, Belgia ha Suis.

E miz Genver 2009 e teuas er-maez an albom Des vagues et des ruisseaux. Mont a reas Priz meur Akademiezh Charles-Cros gant an albom-se e miz Genver 2010.

Albomoù studio

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bloaz Albom studio Rummadur ar gwerzhioù[1]
Frañs Frañs (pellgargañ) Belgia Walonia Suis
1997 La Grande Sophie s'agrandit — — — —
2001 Le Porte-bonheur — — — —
2003 Et si c'était moi 27 — 84 —
2005 La suite… 21 9 47 —
2009 Des vagues et des ruisseaux 12 10 21 —
2012 La Place du fantôme 9 7 12 —
2015 Nos histoires 12 20 —
2019 Cet instant 22 37 55
2023 La vie moderne
  • Martin, 2001
  • Toute seule comme une grande, 2008
  • Re(cord), 2013

Titloù skrivet ha sonaozet evit tud all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 2010, Mister, evit albom Françoise Hardy La Pluie sans Parapluie
  • 2010, Personne, evit albom Sylvie Vartan, Soleil Bleu
  • 2012, Dans les bras d'un pompier (sonerezh ha kelaz-kor), evit an albom concept ElleSonParis, titl kanet gant Romane Bohringer
  • 2013, Contre le vent, evit albom Alex Beaupain Après moi le déluge
  • 2018, Le Large, evit albom Françoise Hardy Personne d'autre[2]
  • 2002 : Les Fils du coupeur de joints, kanet ganti Animal en quarantaine eus Hubert-Félix Thiéfaine ;
  • 2003 : Recueil frais et disco, kanaouenn Dans la salle du bar-tabac de la rue des Martyrs kanet ganti, eus ar strollad Pigalle e pevarad gant François Hadji-Lazaro, William Sheller ha Sanseverino. Emañ ar gannaouenn-mañ war albom Sanseverino Exactement (2006) ivez ;
  • 2005 : Une seule voix contre la sclérose en plaques, doare digent Passage obligé
  • 2005 : On dirait Nino, kanet ganti Je veux être noir eus Nino Ferrer ;
  • 2005 : Live 1.0 gant Calogero, daouad gant ar c'haner eus Du courage ;
  • 2008 : Le jouet extraordinaire, kanet ganti kanaouenn Claude François war albom-koun : Claude François Autrement dit ;
  • 2009 : Les lumières de Belleville, daouad gant ar ganerez Régine war an albom Régine's Duets;
  • 2010 : Les Françoises, strollad dibad krouet evit ar Printemps de Bourges gant Camille, Jeanne Cherhal, Emily Loizeau, Rosemary Standley eus Moriarty hag Olivia Ruiz ;
  • 2011 : Comme un arbre dans la ville, kanet ganti kanaouenn Maxime Le Forestier war albom La maison bleue.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]