La Bretagne (kazetenn)

Eus Wikipedia


La Bretagne niv. 91

La Bretagne a oa ur gazetenn bemdeziek rannvroelour breizhat, a droas da sizhunieg, bet embannet e-kerzh an Eil Brezel-bed dindan ren Yann Fouéré eus an 21 a viz Meurzh 1941 betek miz Mezheven 1944. Aotreet e oa gant ar c'houzalc'herion alaman, hag embann a rae o c'hemennadennoù.
Pal diazezerion La Bretagne e oa chom rannvroelour hep nagenniñ beli Bro-C'hall[1].

An deroù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diwar atiz Jacques Guillemot, a oa rener ar fritur Chancerelle e Kemper hag ur stourmer eus an tu-dehou pellañ[2] e voe krouet ar Société des éditions bretonnes (S. E. B.) e 1941 gant harp ar pennadurezhioù gall, p'en devoe ur yalc'had digant prefed an Il-ha-Gwilen. Hervez Y. Fouéré, n'eus bet emell ebet digant ar pennadurezhioù alaman en deroù, ar C'hallaoued o vout asur ne bouezje ket an S. E. B. war-du an disrann daoust da vezañs izili gozh al lusk L'Heure Bretonne er gevredigezh[1].
Buan a-walc'h avat e voe evezhiet La Bretagne gant ar c'houzalc'herion, hag evel holl vedia ar mare e rankas ar pemdezieg embann kemennadennoù alaman ; gant ar velestradurezh hag al lu alaman ivez e voe gopret labourerion bennañ ar gazetenn.

En tu all da Jacques Guillemot e oa perc'hennet La Bretagne gant Hervé Budes de Guébriant ha meur a benn eus an tu-dehou a oa a-du gant gouarnamant Philippe Pétain e Vichy. Ganto e voe dastumet ur milion a lurioù gall, ar pezh a roas tu d'an S. E. B. da labourat gant ur mouller war skeul ar rannvro ; gant ti-moullañ L'Ouest-Éclair[3] e Roazhon e voe sinet ar gevrat.

Jean Fouéré, anezhañ penndeñzorier Penn-ar-Bed, a lakaas e vab Yann da genberc'henn ha da rener politikel La Bretagne. En e bennad-stur kentañ e skrivas Y. Fouéré diwar-benn "adsevel Bro-C'hall ha saveteeiñ ar pezh a c'hall bout saveteet", "lod tud o deus distreset dremm genedus Breizh" (an disrannourion e oa) ha "heuliañ an hent a zo diskouezet dimp gant ar c'hozhiad meur e zaoulagad c'hlas a zo azaouet gant pep Gall".

Da noz e veze embannet ar pemdezieg c'hwec'h pajenn ennañ, ha gwerzhet 50 kantim. War-dro 1 200 skouerenn eus La Bretagne a veze tennet en deroù, ha betek 15 000 d'ur mare zo bet.
C'hwec'h mizvezh goude an niverenn gentañ e voe kresket kevala an S. E. B. da 1,5 milion a lurioù gall[4].

Emglev gant La Dépêche de Brest[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

La Dépêche de Brest, 15/04/1942

Gant Victor Le Gorgeu, a oa maer Brest, e oa renet ar pemdezieg radikal-sokialour La Dépêche de Brest & de l'Ouest[5]. Peogwir e oa savet V. Le Gorgeu a-du gant ar Rezistañs e tisplije d'ar c'houzalc'herion, ha diskarget e voe gant gouarnamant Vichy e 1942.
Pinvidik e chomas ar gazetenn evelato, pa reseve ul leve a 500 000 lur gall digant ar morlu alaman evit moullañ e sizhunieg diabarzh, anvet Gegen England ("Enep Bro-Saoz").

E miz Meurzh 1942 e kemeras La Bretagne perzh e kevala La Dépêche, ha kendeuzet e voe an daou vodad skridaozañ. Kuitaat ti-moullañ L'Ouest-Éclair e Roazhon a reas La Bretagne e penn-kentañ miz Ebrel 1942 neuze, ha mont da hini La Dépêche e Montroulez.

E miz Even 1944, pa voe trec'h ar Rezistañs war an alouberion ha gouarnamant Vichy, e paouezas La Bretagne da zont a-zindan ar wask.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Youenn Didro & Yann Fouéré (1981), L'histoire du quotidien "La Bretagne" et les silences d'Henri Fréville, Les Cahiers de l'avenir de la Bretagne, Sant-Brieg
  • Yann Fouéré (1962, 1976, 2008), La Bretagne écartelée : essai pour servir à l'histoire de dix ans (1938-1948), Nouvelles Éditions Latines, Paris, ISBN 978-2-7233-1297-4
  • Henri Fréville (1979), La presse bretonne dans la tourmente (1940-1946), Plon, Paris, ISBN 978-2-259-00494-7
  • Henri Fréville & Françoise Morvan (1985, 2008), Archives secrètes de Bretagne : 1940-1944, Ouest-France, Roazhon, ISBN 978-2-7373-4453-4
  • Marcel Leguen (2002), Deux siècles de presse écrite en Bretagne, Coop Breizh, ISBN 978-2-84346-115-6
  • Michel Nicolas (1982), Histoire du mouvement breton, Syros, Paris, ISBN 978-2-901968-63-4

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. 1,0 ha1,1 Youenn Didro & Yann Fouéré, op. cit.
  2. Jean-christophe Fichou, Le Front populaire et les conserveurs de sardines de Bretagne
  3. Deuet eo L'Ouest-Éclair da vezañ Ouest-France goude ar brezel.
  4. Marcel Leguen, op. cit.
  5. Deuet eo da vezañ Le Télégramme de Brest & de l'Ouest goude ar brezel.