La Belle et la Bête (film, 1946)
Titl | La Belle et la Bête |
---|---|
Diazezet war | La Belle et la Bête |
Tachenn | film fantasy, film dramael, cinematic fairy tale |
Bro orin | Frañs |
Yezh orin ar film pe an abadenn skinwel | galleg |
Deiziad embann | 1946 |
Sevener | Jean Cocteau, René Clément |
Senarioour | Jean Cocteau |
Komedianeta | Jean Marais, Michel Auclair, Josette Day, Mila Parély |
Rener ar skeudennaouiñ | Henri Alekan |
Production designer | Christian Bérard |
Sonaozer | Georges Auric |
Produer | André Paulvé |
Dasparzher | Scalera Film |
Lec'h an istor | Frañs |
Aspect ratio (W:H) | Academy ratio |
Liv | gwenn-ha-du |
Notenn ar varnouriezh | 96%, 8.9/10, 92/100 |
Prizioù resevet | Louis Delluc Prize |
Diaz embann | video diwar c’houlenn |
Renkadur ar CNC | holl bublik |
Renkadur EIRIN film | G |
Renkadur Filmiroda | Rummad II |
Assessment | Test Bechdel |
Endro e-lec'h e tispak | kastell |
La Belle et la Bête (Ar Goantenn hag al Loen e brezhoneg) zo ur film gall, sevenet e gwenn ha du gant ar filmaozour gall Jean Cocteau e 1945.
Fichenn deknikel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Doare : Moliac'h,
- Skoazeller-sevener : René Clément,
- Senario ha divizoù : Jean Cocteau, azasaet diwar ar gontadenn La Belle et la Bête[1] (1757) gant Jeanne-Marie Leprince de Beaumont,
- Kevredad produiñ : Les Films André Paulvé (?),
- Produour : André Paulvé,
- Rener produiñ : Ḗmile Darbon,
- Rener ar skeudenniñ : Henri Alekan,
- Paotred ar c'hamera : Robert Foucard, Raymond Letouzey ha Henri Tiquet,
- Ijinourien ar son : Jacques Carrère ha Jacques Lebreton,
- Aozer ar sonerezh orin : Georges Auric,
- Kinklourien : Christian Bérard, Lucien Carré ha René Moulaert,
- Dilhataerien : Christian Bérard, Antonio Castillo ha Marcel Escoffier,
- Farder : Hagop Arakelian,
- Skriptourez : Lucile Costa,
- Frammer : Claude Ibéria,
- Luc'hskeudenner leurenn : Aldo Graziati,
- Prantad filmañ : adalek ar 26 a viz Eost 1945 betek ar 6 a viz Genver 1946,
- Lec'hioù filmañ : Ḕze (Alpoù-an-Arvor), Milin Touvoie e Rochecorbon, Parçay-Meslay (Indre-et-Loire), kastell Raray (Oise), Abati Royaumont (Val-d'Oise a-vremañ) evit ar pezh a sell ouzh an darvoudoù e-maez,
- Deiziad dont er-maez : 29 a viz Here 1946 ( Bro-C'hall), 23 a viz Kerzu 1947 ( Stadoù-Unanet).
- Padelezh : 96'.
An danvez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]War ar maez emañ o chom ur marc'hadour, war-nes ober freuz-stal, gant e bevar bugel : ur mab (Ludovic) ha teir merc'h (Adélaïde, Félicie ha Belle). N'eus ket par da emgarantez Adélaïde ha Félicie panevet o imor fall, ouzh o c'hoar Belle dreist-holl hag a vez lakaet da wir vatezh gante. Un deiz ez eo ret d'an tad mont kuit d'ober war-dro e aferioù ha prometiñ a ra degas profoù d'e verc'hed...
Tra m'emañ gant e hent ec'h en em goll an tad en ur c'hoad e-lec'h ma kav ur c'hastell ken iskis ha meurdezus : ober a ra e veno chom ennañ da goaniañ ha da dremen an nozvezh. A-raok loc'hañ e klask kutuilh ur rozenn eus an dibab, c'hoant gantañ d'he degas d'e verc'h Belle. Ha setu dres ma teu perc'henn ar c'hastell war wel : un euzhvil hanter-den, hanter-loen. Hag hemañ da varn an tad d'ar marv anez ma teuio unan eus e verc'hed da gemer e blas. Aotreet eo ar marc'hadour da zistreiñ d'e di eta...
Asantiñ a ra Belle en em aberzhiñ evit saveteiñ buhez he zad ha mont d'ar c'hastell burzhudus m'emañ bev ar melezourioù hag an delwennoù. Semplañ a ra kentañ tro ma par selloù ar Goantenn war baourkezh dremm al Loen. Padal, bep ma tremen an amzer ne ziskouez ket droug an euzhvil ouzh Belle, e mod ebet. Ma krog Belle da vagañ truez outañ tamm-ha-tamm. Gortoz a ra al Loen ma vo respontet ya d'e c'houlenn a garantez gant ar Goantenn, deiz pe zeiz...
Dre m'eo kleñvaet ar marc'hadour ec'h asant an euzhvil ma'z aio Belle d'e gaout gant ma tistroio-hi hepdale. Broudet gant gwarizi an div c'hoar all ez a Ludovic hag Avenant, ur mignon dezhañ piket e galon gant Belle, da gastell al Loen d'e lazhañ ha lakaat o c'hrabanoù war e vadoù. Koll e vuhez a ra Avenant, hag eñ toullet gant ur bir tennet gant unan eus delwennoù al liorzh ma klaske ar paotr diskenn enni...
E-keit-se e oa distroet ar Goantenn da gastell al Loen, hag eñ war e dremevan : dont a ra ar vuhez en-dro ennañ a-drugarez da selloù karantezus Belle paret warnañ. Treiñ a ra al Loen en ur paotr kaer, neuz Avenant warnañ : lakaet e oa bet dindan gazel-ge abalamour ma ne grede er marvailhoù...
Roll ar gomedianed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Josette Day : Belle,
- Jean Marais : Avenant, al Loen hag ar Priñs,
- Marcel André : tad Adélaïde, Belle, Félicie ha Ludovic,
- Michel Auclair : Ludovic,
- Mila Parély : Adélaïde,
- Nane Germon : Félicie,
- Raoul Marco : ur marc'hadour,
- Jean Cocteau : mouezh an daneveller,
- Christian Marquand : ul lakez,
- Noël Blin, Janice Felty, Jacques Marbeuf, Ana María Martinez, Grégory Purnhagen, Gilles Watteaux.
Gopr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Paket e oa bet ar Priz Louis Delluc gant ar film e 1946.
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Embannet er Magasin des enfants.