SA80
| SA80 | |
|---|---|
Ur fuzuilh-arsailh L85A2 | |
| Kinnig | |
| Bro | |
| Doare | Fuzuilh-arsailh damaotomatek/aotomatek (L85) Fuzuilh-vindrailher skañv (L86 LSW) Karabinenn (L22) Fuzuilh-kelenn (L98) |
| Mont en-dro | Tennata dre amprest gazoù, dre piston, bullpup |
| Munisionoù | 4,85 × 49 mm (stumm arnodel) 5,56 × 45 mm NATO |
| Produerien | Royal Small Arms Factory Royal Ordnance |
| Mare produiñ | Adalek 1985 |
| Mare implij | 1985 – bremañ (er British Army) |
| Perzhioù teknikel (stumm L85A2) | |
| Mas (hep kartouchenn) | 4,98 kg |
| Hirder | 785 mm |
| Hirder ar c'hanol | 518 mm |
| Lusk-tennañ | 610 - 775 tenn/mn |
| Tizh mont e-maez ar boledoù | 930 - 940 m/s |
| Endalc'h | Kargerioù fiñv 30 pe 60 kartouchenn Karger fiñv 20 kartouchenn (stumm karabinenn) |
| Adstummoù | L85A1, L85A2, L86 LSW, L22, L98 |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | A Stumm L98 : rummad B |
An SA80 (evit Small Arms for 1980's, armoù hiniennel evit ar bloavezhioù 1980) zo ur rummad armoù-skoaz hiniennel e servij er British Army abaoe 1985. Diazezet int holl war ar memes gwikefre bullpup, ha kambret int e 5,56 × 45 mm, unan eus kartouchennoù standart AFNA.
Istor ha deskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E dibenn ar bloavezhioù 1960 e fellas da arme Breizh-Veur kaout ur rummad armoù-skoaz nevez evit kemer plas reoù koshoc'h evel ar fuzuilh L1A1. Pa gemennas AFNA e 1977 e oa o vont da zibab ur gartouchenn standart nevez, ar Royal Small Arms Factory e Enfield a savas ar munision 4,85 × 49 mm. Ur fuzuilh a voe ijinet evit ar munision nevez-mañ gant an arsanailh saoz : adkemer a rejont kalz pezhioù eus an AR-18, en ur lakaat anezhe en un doare bullpup adkambret e 4,85 mm. Ur sistem tennata dre amprest gazoù gant ur piston a oa dezhi[1].
AFNA a embannas bezañ choazet ar 5,56 mm e 1980, hag adkambret e voe fuzuilh nevez arsanailh Enfield evit ar gartouchenn-mañ. Daleet e voe he implij ofisiel abalamour da vrezel an Inizi Maloù (1982), e-touez darvoudoù all[1].
E miz Here 1985, a-benn ar fin, e voe kinniget en ur mod publik an arm nevez, anvet SA80. E-touez e stummoù disheñvel e oa [2]:
- ur fuzuilh-arsailh, anvet L85A1 ;
- ur fuzuilh-vindrailher (L86A1 LSW, Light Support Weapon), heñvel a-walc'h ouzh ar fuzuilh-arsailh, gant ur c'hanol hiroc'h ha ponneroc'h, hag un daoubez[3];
- ur stumm karabinenn berroc'h (L22), evit an ekipajoù tankoù ;
- un doare fuzuilh-kelenn, anvet L98, bet tennet he sistem amprest gazoù ha kemmet diavaez he c'hulasenn evit gellet adarmiñ anezhi gant an dorn[4].

War an dachenn e tiskouezas bezañ siek e e meur a geñver : n'halle ket bezañ tennet gant ur c'hleiziad, terriñ a rae buan he skoer, koll a rae ingal he c'harger, ha ne strinke ket mat he douilhezioù, e-touez kudennoù all. E gwirionez oa bet dibabet hep bezañ bet amprouet mat gant an arme. Abalamour d'ar strishadurioù war ar budjed divizet gant Margaret Thatcher, ijinourien Enfield a oa bet rediet da sevel un arm hag a gouste 250£ d'ar muiañ, pa oa war-dro 500£ koust ar fuzuilhoù-arsailh produet e broioù all er mare-se. Amprouennoù graet en Alamagn diwezhatoc'h a ziskouezas e tenne ar fuzuilh he-unan pa gouezhe war al leur[2].
Kalz klemmoù a savas e-touez ar soudarded, a oa displijet-bras gant an arm. Adalek 1997 e voe gwellaet ha produet gant an embregerezh alaman Heckler & Koch[5], pa oa bet serret ar Royal Small Arms Factory e 1988. Diskouez a reas an eil stumm (L85A2) bezañ fiziaploc'h e emgannoù brezel Afghanistan ha brezel Irak. Tro 200.000 fuzuilh L85A1 a voe gwellaet e L85A2 diwar an 320.000 produet[1].
Ur stumm modernaet (L85A3) a vez pourveziet d'ar soudarded vreizhveuriat abaoe 2018. Skañvaet eo bet. Reilhoù Picatinny ha livioù nevez zo dezhi[1].
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) FERGUSON Jonathan, THORNEYCROFT TO SA80: British Bullpup Firearms, 1901–2020, Headstamp Publishing, 2020, ISBN 9781733424622
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 1,1 1,2 ha 1,3 (en) POPENKER Maxim, Enfield SA-80: L85A1 L85A2 L85A3 assault rifle (UK), Modern Firearms (lennet d'ar 15/02/2026)
- ↑ 2,0 ha 2,1 (en) MEEK James, Off target, The Guardian, 10/10/2002 (lennet d'ar 15/02/2026)
- ↑ (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 270
- ↑ (en) McCOLLUM Ian, SA80 History: L98A1 Cadet Manually-Operated Rifle, Forgotten Weapons, 27/05/2017 (lennet d'an 13/02/2026)
- ↑ (en) SA80 Individual Weapon, British Army (lennet d'ar 15/02/2026)