Kumuniezh kumunioù Bro Boulvriag

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Lec'hiañ an etrekumuniezh en Aodoù-an-Arvor.

Kumuniezh kumunioù bro Boulvriag a oa un etrekumuniezh (ur gumuniezh-kumunioù) e departamant Aodoù-an-Arvor, e Breizh. Un darn eus Bro Gwengamp eo. D'ar 1 a viz Genver 2017 e oa deuet da vezañ Gwengamp-Pempoull Arvor-Argoad Tolpad-kêrioù, goude kendeuziñ gant c'hwec'h etrekumuniezh-all.

Kumunioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kumuniezh kumunioù Bro Boulvriag a yae 10 kumun d'ober anezhi:

  1. Boulvriag (sez)
  2. Koadoud
  3. Kerien-Boulvriag
  4. Kerbêr
  5. Magor
  6. Mousteruz
  7. Plijidi
  8. Pont-Melvez
  9. Sant-Rien
  10. Senven-Lehard

Prezidanted[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • He frezidantez diwezhañ e oa Claudine Guillou, kuzulierez-kêr Boulvriag, etre 2012 ha 2016[1] hag addilennet e 2014.
  • Betek 2012 e oa Yvon Philippe, maer Koadoud.

Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • E distro-skol 2015 e oa enskrivet er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek 266 skoliad (9,3 % eus skolidi ar gumuniezh evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[2].

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. « Bourbriac. Claudine Guillou prend la tête de la communauté de communes », Ouest-France, 30 a viz Du 2012.
  2. [1]