Kumuniezh kumunioù Bro Benac'h

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Lec'hiadur an etrekumuniezh en Aodoù-an-Arvor.

Kumuniezh kumunioù bro Benac'h a oa anezhi un etrekumuniezh (ur gumuniezh kumunioù) savet etre kumunioù eus departamant Aodoù-an-Arvor, e Breizh. Ul lodenn eus Bro Gwengamp eo. Krouet eo bet e 1995. D'ar 1 a viz Genver 2017 e oa deuet da vezañ Gwengamp-Pempoull Arvor-Argoad Tolpad-kêrioù, goude kendeuziñ gant c'hwec'h etrekumuniezh-all.

Kumunioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kumuniezh kumunioù Bro Venac'h a yae 7 kumun d'ober anezhi:

  1. Benac'h (sez)
  2. ar Chapel-Nevez
  3. Gurunuhel
  4. Lokenvel
  5. Louergad
  6. Plougonveur
  7. Treglañviz

Prezidanted[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  •  ?-2014: Jean David, maer Benac'h.
  • 2014-2016: Dominique Pariscoat[1], maer Treglañviz

Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • E distro-skol 2015 e oa enskrivet er c'hlasoù divyezhek 61 skoliad (11,6 % eus skolidi ar gumuniezh evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[2].

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. « Dominique Pariscoat président de la communauté de communes », Ouest-France, 26 a viz Ebrel 2014.
  2. [1]