Kumun (Spagn)
| Iskevrennad eus | administrative territorial entity of Spain, kêr, municipio, LAU 2, third-order administrative division |
|---|---|
| Rann eus | local government in Spain, Proviñsoù Spagn |
| Deiziad krouiñ | 1842 |
| Anv berr | municipio, concello, Conceyu, Udalerria, municipi |
| Stad | Spagn |
| Korf melestradurel | ayuntamiento |
| Roll elfennoù | list of municipalities of Spain |
Ar gumun (spagnoleg : municipio, katalaneg : municipi, galizeg : concello, euskareg : udalerria, astureg : conceyu) zo, e Spagn, ar strollegezh diazez evit aozañ an tiriad.
Eus ar gumun e vez graet, hervez lezenn Spagn, "unvez diazez aozadur tiriadel ar Stad"[1]. Ar statud-se zo bet krouet dre lezenn an 2 a viz Ebrel 1985, o reiñ framm d'ar galloud lec'hel « Ley reguladora de las Bases del Régimen Local » [2], ha reiñ a ra ur roll eus ar rannoù lec'hel : kumun (municipio), proviñs (provincia), inizi enezeg Balearez ha Canaries. E proviñsoù zo eo strollet ar c'humunioù e komarkoù (comarca), e mancomunidad, pe e toleadoù kêr (área metropolitana).
Gorread ur gumun zo, well-wazh, etre 2 ha 40 km², met lod a c'hall bezañ kalz brasoc'h, evel Cáceres, kumun vrasañ Spagn, hag a dap 1 750,33 km².
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (es) Lezenn ar 7/1985 d'an 2 a viz Ebrel 1985, mennad. 1.
- ↑ (es) https://www.boe.es/buscar/act.php?id=BOE-A-1985-5392