Krommenn Laffer

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Krommenn Laffer, savet gant Arthur Laffer, a ziskouez ez eo posupl gounit muioc'h a savadoù gant ar stad ma 'vez lakaet feur tailhoù izel. An dro-lavar "Re a dailhoù a lazh an tailhoù", a zo neuze savet diwar preder Arthur Laffer. Ma ne vez ket lakaet tailhoù gant ar stad, n'he do ket savadennoù telladurel dre ma ne vo ket paeet tailhoù gant ar boblañs. Diskouezet eo e-penn kentañ ar grommenn. Goude-se, kresket 'vez an tailhoù ha neuze ar savadennoù telladurel betek un optimum (e penn tout ar grommenn). An optimum a ziskouez ar feur tailhoù digemeret gant ar bobl, hag ar savadennoù telladurel uhelañ hag a zo posupl kaout gant ar stad. Adalek an optimum, da laret eo, en tu-dehoù d'ar grommenn, ma vez uhelaet c'hoazh ar feur tailhoù gant ar stad, ne vo ket gounezet savadennoù ken uhel hag a-raok gant ar stad ken. Ne degemero ket ken ar boblañs paeañ muioc'h. Da gentañ, e soñjo al labourerien ne servijo ket labourat muioc'h rak an arc'hant gounezet a servijo da baeañ tailhoù. Fin ar grommenn a ziskouez e vez kemeret 100% eus an arc'hant gounezet gant ar boblañs, neuze, den ebet na labouro ken. A-benn ar fin, lakaat re a dailhoù na servijo ket d'ar stad da uhelaat e savadennoù telladurel. Da skouer: Er Stadoù-Unanet etre 2008 ha 2009, divizet eo bet diskenn ar feur taihloù, ar pezh hag en deus digaset da uhelaat ar savadennoù telladurel etre 8% ha 9%.