Kroisos

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Kroissos)
Mont da : merdeiñ, klask
Kroisos o tegemer profoù digant ur c'houer eus Lydia, gant Claude Vignon.
Kartenn eus rouantelezh Lydia dindan ar roue Krezuz.
Solon dirak Kroisos pa deuas d'e welout da Sardeis, livet gant Gerrit van Honthorst.

Kroisos (Κροῖσος e gregach, latinekaet e Croesus), anavezet ivez evel Krezuz, ganet e 596 kent JK, a oa roue Lydia, war-lerc'h e dad Alyattes II, eus -561 da -547. Diwezhañ roue Lydia e oa, eus tierniezh ar v-Mermnaded. Brudet eo e binvidigezhioù, bevañ a reas etre plijadurezhioù, brezel hag arzoù. Aloubiñ a reas Pamfylia, Mysia ha Frygia betek ar stêr Halys ha sujañ a eure an holl gêrioù gresian eus Anatolia war-bouez Miletos.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]