Kristin Lehman

Eus Wikipedia
Kristin Lehman e 2012

Kristin Lehman, ganet d'an 3 a viz Mae 1972, zo un aktourez ha dañserez kanadian. Brudet eo evit rolloù er skinwel er stiradoù skinwel Poltergeist: The Legacy, Judging Amy ha The Killing. Etre 2013 ha 2016 he devoa c'hoariet an dirouderez Angie Flynn er stirad skinwel Motive war CTV Television Network.

C'hoariet he deus ivez Miriam Bancroft er stirad skinwel Altered Carbon.

Buhez personel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimezet eo Kristin Lehman d'an aktour Adam Reid, hag ur mab o deus.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]