Kriptomoneiz
Ur c'hriptomoneiz pe kriptofred a zo ur moneiz niverel diazezet war ar c'hriptografiezh evit suraat an eskemmoù hag evit krouiñ unanennoù nevez. Implijout a ra ar c'hriptomoneizoù rouedadoù digreizennet par-ouzh-par evit an eskemmoù, hep tremen dre ur bank kreiz pe dre ur servijer kreiz. Peurliesañ e vez enrollet roll-istor an eskemmoù e-barzh ul levr-foran ha n'eo ket posupl falsañ a-drugarez d'an deknologiezh chadenn vloc'hoù (blockchain e saozneg). Gwiriekaet e vez an eskemmoù-se gant ur rouedad urzhiataerioù digreizennet hag a warez ar rouedad en ur ziskoulmañ jedadennoù kriptografikel.
E 2009 eo deuet war-wel ar c'hriptomoneizoù pa voe embannet ar Bitcoin, ar moneiz niverel digreizennet kentañ. Kriptomoneizoù alternativel d'ar Bitcoin zo bet krouet dibaoe, anvet Altcoins e saozneg. Diazezet eo al lodenn vrasañ anezho war ar chadenn vloc'hoù, evel Ethereum pe Solana evit ar re vrudetañ.
-
Logo ar Bitcoin
Ar c'hritpomoneiz kentañ, krouet e 2009. -
Logo an Ethereum
Ur c'hritpomoneiz hag un endro niverel evit sevel raktresoù diazezet war ar chadenn vloc'hoù. -
Logo Solana
Ar c'hritpomoneiz gant an tizh eskemm brasañ a-drugarez d'e deknologiezh Proof of History ha Proof of Stake. -
Logo an USD Coin
Ur c'hriptomoneiz stabil anvet Stablecoin e saozneg, stag ouzh an Dollar. -
Logo al Litecoin
Ur c'hriptomoneiz krouet e 2011, al Litecoin a vije an Altcoin kentañ krouet goude ar Bitcoin.
Talvoud ar c'hriptomoneizoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Digreizennet eo ar c'hriptomoneizoù brudetañ, ha ne vez ket graet war o zro gant ur bank kreiz, setu perak e cheñch o zalvoud hervez ar c'hinnig hag ar goulenn evit lodenn vrasañ anezho, evel talvoud ar c'hevrannoù gwerzhet ha prenet en eskemmdioù.
Talvoud kriptomoneizoù all zo stag ouzh moneizoù boutin pe ouzh an aour evit na cheñchfe ket o zalvoud betek re. Graet e vez Stablecoin deus outo, evel an USD Coin krouet e 2018 hag a zo stag ouzh an Dollar.