Mont d’an endalc’had

Krign-bev ar skevent

Eus Wikipedia
krign-bev ar skevent
Doare ar c'hleñved
Iskevrennad eusrespiratory system cancer, lung disease, lung neoplasm, kleñved Kemmañ
Efedmarv Kemmañ
Studiet gantpulmonology Kemmañ
Dibarder mezegelonkologiezh, pulmonology Kemmañ
Medical examinationradiography, tomografiez jedet, bronchoscopy, biopsy Kemmañ
Anatomical locationhuman lung Kemmañ
Risk factorbutuniñ Kemmañ
ICD-9-CM162.3, 162.5, 162.8, 162.4 Kemmañ
ICPC 2 IDR84 Kemmañ
Wikimedia import URLhttps://en.wikipedia.org/wiki/Lung_cancer Kemmañ

Krign-bev ar skevent zo ur c'hleñved hirbad hag a zeu diwar paotadur direizh ar c'helloùigoù er skevent. Alies e teu ar c'hleñved-se dre butuniñ pe analañ danvezioù kimiek tagus. Ar c'helligoù taget a c'hell dont da vezañ niverusoc'h-niverusañ hep bezañ merzhet, betek krouiñ torzhelloù. Hep louzaouadur, an torzhelloù en em led er skevent, o labezañ ar reizhiad analañ. Gellout a ra an torzhelloù skevent treiñ da metastazoù, ha betek en em ledañ e lodennoù all eus ar c'horf.

Pa 'z eo nevez krign-bev ar skevent n'eus ket azoniad ebet ha ne c'hell bezañ gwelet nemet dre ar skeudennaouiñ mezegel. Pa gendalc'h ar c'hrign-bev da vont war-raok, darn eus an dud tapet gantañ a grog da gaout azoniadoù ha n'int ket liammet sklaer ouzh ar c'hrign-bev se, reoù liammet dre-vras gant diaesterioù analañ ez int evel: poursal, berr-analañ, pe poan vruched.

Krign-bev ar skevent eo ar c'hrign-bev a gaver ar muiañ hag a varver diwarnañ ar muiañ dre ar bed, gant 2,2 milion a dudd klañv e 2020 ha gant 1,8 milion a dud marvet. An doare krign-bev-se zo ral e-touez an dud oadet dindan 40 vloaz; keidenn oad kavadenn ar c'hleñved zo 70 vloaz. Keidenn ar marv zo 72. Ar feur kement hag an disoc'hoù zo disheñvel hervez al lec'hioù er bed, liammet int dreist-holl ouzh feur implij ar butun gant ar poblañsoù. A-raok ledanadur ar butuniñ en XXvet kantved, e oa ral evel kleñved. Er bloavezhioù 1950 ha 1960, e oa bet prouennoù anat e oa liammet krign-bev ar skevent ouzh implij ar butun, kement-mañ a oa bet o tegas kemennadennoù gant aozadurioù ar yec'hed hag ar gouarnamantoù evit klask dic'hoantañ an dud da vutuniñ.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]