Al laezh er c'hrennlavaroù

Eus Wikipedia

Sed un dornad krennlavaroù diwar-benn al laezh.

Bugale gaezh
Dour n’eo ket laezh
Piz n’eo ket fav
Bezañ pilet n’eo ket brav.
Hennezh a oar kaozeal ken brav
Ma tennfe laezh gant un tarv.
Heñvel war wir a sav ken aes
Ha ma ra dienn war al laezh.
Keit ha ma vezer yaouank eo goro ar c’havr
Ha pa vezer kozh evañ al laezh.
Krampouezh gwinizh ha laezh-tro
Matañ traoù a zo er vro.
Laezh ha kig zo poezon rik,
Kig ha laezh zo medisinerezh.
Ne oar na bu na ba
Na sou na dic’ha
Ne oar nemet evañ laezh
Ha dibriñ yod d’hel lakaat er-maez.
Pa vez ar c’hazh tost d’al laezh e oar lipat an dienn.
Patatez ha laezh
A ra vad da galon gaezh.
Patatez ha laezh
D’ar beorien gaezh
Patatez ha kig
D’an dud pinvidik.
Petra ‘servij kaout ur vuoc’h vat
Ma skuilh he laezh gant un taol troad?
Roit d’ar saout boued fraezh[1]
Hag e savo dienn war al laezh.
Soubenn al laezh pa vez re sall
A lavar an dud zo ur meuz fall.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Da lavaret eo : boued yac’hus.