Mont d’an endalc’had

Krampouezh dantelez

Eus Wikipedia
Krampouezh dantelez
rekipe
Iskevrennad eusKrampouezh Kemmañ

Ar c'hrampouezh dantelez pe ar gavotennoù (anv ur merk implijet dre c'hourzhanvad) zo krampouezh brusk, fin kenañ, ruilhet warno o-unan.

Ar c'hrampouezh dantelez a vije bet krouet dre zegouezh gant ar Gemperadez Katell Gornig e 1886 (pe Marie-Catherine Cornic, ganet e Kerfeunteun e 1857 ha marvet e 1917). Disoñjet he dije ur grampouezhenn war ur billig hag a vije bet re boazhet. Pleget he dije anezhi : ganet e vije bet ar c'hrampouezh dantelez.

E gwirionez e oa anv dija eus krampouezh dantelez e 1835 e Montroulez ha Kemper hervez Alexandre Bouet[1]. Met ar c'hrampouezh-se a oa teuzus. Ne oant ket dreistpoazhet, ne oant nemet krampouezh toullet, skañv, met ket brusk.

Bruderezh evit ar c'hrampouezh dantelez e-barzh En Basse Bretagne. Guide illustré de l'Odet 1926.

Katell Gornig a voe an hini a skignas kenwerzh ar c'hrampouezh dantelez bepred, e-tro dibenn an XIXvet kantved[2]. Al labouradegoù a oa e karter istorel Lokmaria, e Kemper. Tommet e oa ar c'hrampouezh dantelez dre c'hlaou-koad e siminalioù bras war pilligoù a-stou.

Goude bezañ gwerzhet anezho hec'h-unan e Kemper ha war Aod an Emrodez he doa treuzkaset Katell Gornig he chemet da di Les Délicieuses, renet gant an Itron Tanguy. Skignet e voe ar produ en un doare etrebroadel dindan an anv crêpe dentelle.

An Ao. Hoyet a yeas war he lerc'h dindan ar merk l'Hermine d'Or. Prizioù europat a resevas.

Hiziv an deiz e vezont graet e Lokmaria c'hoazh gant Gwispiderezh Kemper. Gallout a reer gwelet ar c'hrampouezh graet unan hag unan gant an dorn.

Gavotenn eo anv all ar c'houign-se, ur merk krouet e Kemper e 1920, e karter Lokmaria[3].

Ur straed e Kemper a zoug anv Katell Gornig hiziv.

  1. ↑ Galerie bretonne ou Vie des Bretons de l’Armorique (2) gant Olivier Stanislas Perrin ha Alexandre Bouet, embannet gant Isidore Person, Levrdiour-Embanner, Pariz, 1835, p.98.
  2. ↑ "Elles ont osé"- Katell Cornic, la crêpe dentelle, c'est elle! e Entreprendre.bzh.
  3. ↑ Mes 3 spécialités bretonnes préférées - Vos Plus Belles Destinations gant Vos Plus Belles Destinations, 2017-03-13, gwelet d'an 2017-03-13.