Mont d’an endalc’had

Krakilin

Eus Wikipedia

Ar c'hrakilin zo kouignoù aozet dre skaotadur. Un meuz hengounel eus Sant-Maloù ha traoñienn ar Renk eo, hag a sav d'ar Grennamzer[1]. N'eus na holen na sukr e-barzh, gant ar rekipe hengounel bepred. Ur stumm dibar zo dezho, stumm ur skudell. An anv a zeufe eus an nederlandeg « crakelinc » hag a ra dave d'ur wispidenn sec'h hag a strak dindan an dent[1].

Degaset e veze ar c'hrakilin e-bourzh o bag gant pesketaerien an Douar-Nevez gwechall peogwir e oant aes da virout pell e strad ar vag, e lienennoù lin[2].

Eeun eo an aozennoù : dour, bleud ha vioù. Ouzhpennañ a c'haller gwezherioù goellañ, holen, amann pe sukr. Splujet e vez an toaz en dour berv a-raok bezañ poazhet er forn.

Ar skaotañ a laka tarzhañ ar greun ampez a zo er gluten, ar pezh a lak ar c'hrakilin da goazhañ aesoc'h.

Gallout a ra ar c'hrakilin bezañ debret da lein, d'an digor-kalon pe da verenn-vihan.

Emañ ar c'hrakilin e-barzh Renabl broadel ar glad sevenadurel dizanvezel e Frañs abaoe mie Even 2024, diwar atiz ar pemp produer a zo c'hoazh e Bro-Sant-Maloù[2],[3],[4].

Pennadoù nes

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]