Mont d’an endalc’had

Krafengravadur

Eus Wikipedia
Billhed Hungaria (munud)

Krafengravadur[1] a vez graet eus an hollad argerzhioù engravañ a implij kleuzioù ur bladenn vetal.

An huz (liv) a vez lakaet en toulloù ha moullet e vez ar bajenn gant ur bladenn vetal gwasket gant ur waskerell a-ratozh.

Hêrezh an orfebourien eo an teknik-se, ar re-se a engrave pladennoù metal gant ur gizell, ha boas omp bremañ d’ober "krafengravadur" eus kement labour engravañ ur blakenn forzh pe vetal, pe e vefe kouevr, zink, arem pe laton (kalkografiezh eo anv al labour engravañ ar c’houevr).

Daou zoare zo da engravañ :

  • ar benañ eeun : implijet e vez ur gizell pe ur goustilh evit tresañ ar blakenn vetal ;
  • ar benañ dieeun : implijet e vez un drenkenn evit an tresañ.

Ken resis eo an tresadennoù savet gant an teknik-mañ ma voe lakaet e pleustr evit ober bilhedoù-bank ha timbroù-post e kalz broioù.

Krafengravadur eo an anv e brezhoneg, diwar daou c'her :« kraf » hag « engravadur ».

E yezhoù all
  • (de) Tiefdruckverfahren
  • (en) Intaglio
  • (es) Grabado a buril
  • (fr) Taille-douce
  • (nl) Diepdruk