Koulzad brezel Edouarzh III e Breizh
| Rann eus | Brezel Kant Vloaz, Brezel hêrezh dugelezh Breizh |
|---|---|
| Lec'h | dugelezh Breizh |
| Deiziad kregiñ | 26 Here 1342 |
| Deiziad echuiñ | 19 Genver 1343 |
Ar roue Edouarzh III a Vro-Saoz a oa bet e penn ur c'houlzad brezel e Dugelezh Breizh e 1342 ha 1343.
Rouantelezh Bro-Saoz, hag a oa o vrezeliañ a-enep hini Bro-C'hall abaoe 1337 e-kerzh ar Brezel Kant Vloaz, a oa savet a-du gant Yann Moñforzh e-kerzh Brezel hêrezh dugelezh Breizh, nebeut amzer goude ma tarzhas e 1341. Ar roue gall, Fulup VI, a oa-eñ savet a-du gant an danvez-dug all, Charlez Bleaz, hag a oa e niz.
E miz Eost 1342, Charlez en devoa harzet Yann ha bountet e harperien betek na chomje dezho nemet ul lec'h-kreñv, Brest, e kornôg Breizh. Ul lestraz saoz a oa deuet a-benn da derriñ seziz Brest d'an 18 a viz Eost. D'an 30 a viz Gwengolo, ul lu saoz-ha-breton, gant kalz nebeutoc'h a soudarded, a oa deuet a-benn da drec'hiñ a-grenn ul lu gall-ha-breton en Emgann Montroulez.
Edouarzh III a oa da erruout gant ur bagad soudarded ouzhpenn nebeut amzer goude ar re gentañ, met diaesterioù bras en doa bet evit kavout bigi a-walc'h evit kas e soudarded. D'ar 6 a viz Here, a-benn ar fin, en doa roet urzh da lakaat da ouel, hag eñ ha mont gant ar soudarded a c'helle bezañ kaset gant ar bigi a oa e Mor Breizh. Tizhet o devoa Breizh d'ar 26 a viz Here goude ur veaj teir sizhunvezh gant korventennoù, hag Edouarzh da vont raktal war-zu Gwened. Ar morlu a oa aet er penn a-raok a voe flastret gant un nerzh galeoù goprsoudarded ha c'hwitet o doa tagañ kêr dre souezh. An tirlu a oa bet o sevel peadra da lakaat seziz war kêr a-raok kregiñ da vat gant an dagadenn d'an 29 a viz Du. Ar gwarnizon gall avat a oa deuet a-benn da dalañ ouzh an dagadenn, ha neuze e oa deraouet da vat ar seziz.
Bagadoù preizhañ saoz a oa bet o tagañ lodennoù reter an Dugelezh, met ar strivoù da zegas pourvezioù pe da greñvaat kostezenn Edouarzh adalek Bro-Saoz a oa bet c'hwitet holl. Ul lu gall ramzel a voe savet gant kalz a boan ha kerzhet a reas war-zu Malastred, un 30 kilometr bennak diouzh ar c'hamp saoz. Fulup IV en doa kaset e lez da Vreizh ha krog e oa da varc'hata gant Edouarzh. Peoc'h Malastred a voe sinet : sañset e oa pep tu da baouez gant an emgannoù e-pad tri bloaz hanter, adalek an 19 a viz Genver 1343 ; gwelet e voe ar peoc'h-se evel unan spletus evit Bro-Saoz, hag Edouarzh a zistroas d'e rouantelezh d'ar 1añ a viz Meurzh 1343.