Kosmos
E prederouriezh Hellaz an Henamzer ez eo ar c'hosmos un termen hag a dalvez evit ar bed urzhiet ha kempoell e-lec'h ar c'haos.
Ar c'hosmos a denn da gentañ-penn d'an oabl steredennet hag urzhiet, ar steredegoù[1]. Ar prederour Pythagoras a implijas ar ger kosmos evit ar wech kentañ. Dont a ra ar ger-mañ eus an henc'hresianeg : κόσμος, a dalvez dreist-holl an urzh, ha latinekaet e voe da c'houde evel kosmos[2]. Implijet e oa bet ar ger da gentañ evit deskrivañ urzh hag aozadur an hollved[3].
E-touez ar brederourien henc'hresian, an termen κόσμος a laka soñjal en ur bed kloz, er c'hontrol d'ar c'haos. Evel-se, evit Sokrates : "Hervez ar Pitagoreaned desket, Callicles, an neñv hag an douar, an doueed hag an dud a zo stag an eil ouzh egile gant ur gumuniezh a vignoniezh hag a emglev, a furnez hag a reizhded. Setu perak, e vez graet kosmos eus an hollved-mañ, da lavarout eo urzh, ha n'eo ket dizurzh pe reuz" (Platon, Gorgias, 507 e - 508 a.).
Kengreiz e oa an hollved neuze, gant gwiskadoù disheñvel. Ar brederourien gozh a lakae kemm etre stered stag ha stered o vale ; n'o deus ket implijet ar meizad planedennoù. An oabl uhel, an neñvoù, a yae d'ober an eizhvet gwiskad eus an egor neñvel, hag en tu all dezhañ edo an empyrios.
-
Mappa mundi T-O brazc'hraet e-barzh seizh kelc'h an hollved, kelc'hiet gant pevar ael kornek, pep hini o tougen un drompilh. Anvet eo ar c'helc'hioù, adalek an diavaez : Sadorn, Yaou, Meurzh, Heol, Gwener, Merc'her, ha Loar (XIvet kantved, Beda Venerabilis, The Bodleian Libraries, Oxford)
-
Skeudenn gosmologel da ziskouez an aeled o treiñ kranked evit lakaat ar sferennoù oabl da dreiñ, XIVvet kantved (Dornskrid er British Library)
Heolgreizelouriezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dilezet e voe mennozh ar c'hosmos gant ar brederourien eus ar XVIvet kantved. Emdreiñ a reas ar brederouriezh war-zu ur meizad liammet ouzh an evezhiadennoù skiantel. Dispac'h Kopernik, anvet ivez Kopernikouriezh, anvet diwar anv Nicolaus Copernicus, a voe degaset gant embannadur e oberenn De revolutionibus orbium cœlestium e 1543. Ar sell-se war ar bed a dreuzfurmas ar skeudennadur douaroniel : heolgreizek (kreiz tro-dro d'an heol) e oa ar bed. Ar bed, hag a oa serr gwechall, "kosmos" bevennet, a zeuas neuze da vezañ un hollved didermen[4].
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Marie-Claude Bartholy ha Pascal Acot (1975). Philosophie, épistémologie, précis de vocabulaire [Prederouriezh, epistemologiezh, geriaoueg], Magnard, dastumad « textes en liberté », p. 13
- ↑ (fr) André Lalande, Kevredigezh c'hall ar brederouriezh (1947) Vocabulaire technique et critique de la philosophie [Geriadur teknikel ha burutellat ar brederouriezh], Pariz, PUF, p. 186
- ↑ (en)Cosmos. Dictionary.com. 2019
- ↑ (fr) Alexandre Koyré (2003). Du monde clos à l'univers infini [Eus ar bed kloz d'an hollved didermen], Pariz, Gallimard