Kosmas Praha
Neuz
Kosmas Praha (e-tro 1045 e Zdice – 21 a viz Here 1125) a oa un den a-iliz, un istorour, ur skrivagner hag ur c'hronikour bohemiat bet ganet en ur familh uhel. Etre 1075 et 1081 e studias e Liège. Pa zistroas da Vohemia e timezas gant Božetěcha. Soñjal a rer e voe ganet ut mab, hag e teuas Kosmas da vezañ beleg. E 1086 e voe anvet Kosmas leveour iliz Praha. Gopret mat e voe, ha beajiñ en Europa a reas.
Skrivañ a reas Chronica Boemorum, mammenn bennañ istor ar Slaved e Bohemia. Rannet eo e teir levrenn :
- levrenn gentañ, echuet e 1119 : eus kroudigezh ar bed betek 1038. Enni e kont krouidigezh ar Stad tchek gant Slaved Bohemia e-tro ar bloavezh 600 ha krouidigezh rummad-roueed Přemyslided gant Přemysl hag e wreg Libuše,
- eil levrenn : 1038 – 1092, diwar-benn ren Břetislav Iañ ha hini Vratislav II
- trede lebrenn : 1092 – 1125 hag ar brezel diabarzh a voe da-heul marv Vratislav II. Echuiñ a ra al levrenn gant ren Vladislav Iañ, e 1125, ar bloavezh ma varvas Kosmas.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Chronica Boëmorum e lec'hienn Monumenta Germaniae Historica
- Buhez Kosmas (e tchekeg)