Mont d’an endalc’had

Korovin (pistolenn)

Eus Wikipedia
Pistolenn TK
(Toulskiy, Korovina)


Ur bistolenn Korovin
Kinnig
Bro URSS
Doare Pistolenn damaotomatek, un-ober
Mont en-dro Tennata dre argil
Munision 6,35 × 16 mm SR
Produerien Arsanailh Toula
Mare produiñ 1926 - 1935
Mare servij 1926 - bloavezhioù 1950
Meneger GAU 56-A-112
Perzhioù teknikel
Mas (hep kartouchenn) 0,423 kg
Hirder 127 mm
Hirder ar c'hanol 67,5 mm

Tizh ar boledoù V0 228 m/s
Endalc'h Karger fiñv 8 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Ar bistolenn Korovin, bet anvet TK en ur mod ofisiel gant nerzhioù surentez an URSS (evit Toulskiy, Korovina, e rusianeg : Тульский, Коровина), zo ur bistolenn damaotomatek un-ober vihan produet etre 1926 ha 1935.

Ur voest kartouchennoù 6,35 mm Browning produet en URSS er bloavezhioù 1930.

Er bloavezhioù 1920 e fellas da bennoù uhel en URSS lakaat sevel ur bistolenn vihan evit pourveziañ ar boliserien hag an Tcheka. Sergey Korovin, a laboure e arsanailh Toula, en doa echuet e 1923 ur c'hentpatrom pistolenn damaotomatek kambret e 7,65 mm Browning. Dilezet e oa bet gant an aotrouniezhioù abalamour d'he fouez ha d'he friz peurgetket. Dindan atiz an embregerezh sport Dinamo, Korovin a labouras war-lerc'h war ur stumm skañvaet eus an arm, kambret e 6,35 mm Browning[1]. Un arm skañv e oa (war-dro 420 gram), aes da guzhat. Pourveziet e oa gant ur c'harger 8 kartouchenn. Mont a rae en-dro gant ur sistem tennata dre argil[2]. Homañ a voe produet etre dibenn 1926 ha 1935 ha roet d'un nebeud ofiserien, politikourien a renk uhel, hag izili an NKVD war-lerc'h. Roet e voe evel prof ofisiel gant servijoù diplomatiezh ar vro ivez[1][2]. Implijet e voe gant un nebeud ofiserien e-pad an Eil Brezel-bed, ma ne oa ket un arm savet evit brezeliñ da vat zoken.

Ar bistolenn damaotomatek kentañ produet en URSS e oa an TK. Implijet e voe gant un nebeud servijoù Stad betek ar bloavezhioù 1950. War-dro 50 000 skouerenn anezhi a voe graet etre 1926 ha 1935. An Tokarev TT 33 a gemeras he flas adalek kreiz ar bloavezhioù 1930. Un arm ral eo hiziv an deiz[3][4].

Er sevenadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar bistolenn Korovin a c'haller gwelet en un dornad filmoù ha c'hoarioù video evel Enlisted[5].

  1. 1,0 ha 1,1 (fr) GUILLOU Luc, 1 - Le pistolet soviétique Tula-Korovin de calibre 6,35 Browning, LAI Publications, 23/11/2024 (lennet d'an 11/03/2026)
  2. 2,0 ha 2,1 (en) POPENKER Maxim, Korovin TK, Modern Firearms (lennet d'an 11/03/2026)
  3. (en) Rifleman Q&A: Soviet Tula-Korovin Pistol, American Rifleman, 30/06/2020 (lennet d'an 11/03/2026)
  4. (en) McCOLLUM Ian, 1926 Tula-Korovin: The First Soviet Semiauto Pistol, Forgotten Weapons, 08/10/2020 (lennet d'an 11/03/2026)
  5. (en) Korovin TK, IMFDB (lennet d'an 11/03/2026)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan