Mont d’an endalc’had

Korn-poultr

Eus Wikipedia
Ur c'horn poultr engravet implijet er Royal Navy.

Ur c'horn-poultr zo ul lestr bihan hag a vez lakaet poultr du ennañ. Servijout a ra da zougen ar poultr koulz ha da vuzuliañ ar gementad anezhañ a ranker ensoc'hañ en arm. Aet eo diwar implij dre vras abaoe dibenn an XIXvet kantved.

A-raok donedigezh ar c'hartouchennoù e kreiz an XIXvet kantved e oa ret d'an dennerien kargañ o foultr o-unan en o arm. Ret e oa dezhe neuze kavout un endalc'her hezoug, gouest da wareziñ o foultr diouzh ar glebor hag aes da implijout war an tachennoù-emgann[1].

Ur c'horn-poultr kizellet (Alamagn, war-dro 1700).

Ar c'hornioù-poultr kentañ zo bet krouet er memes koulz hag an armoù-tan hiniennel kentañ, er XVIvet kantved. Savet e veze anezhe gant eskern bronneged bras (saout pe jiboez bras), ha gant o c'herniel dreist-holl, peogwir e oa un danvez skañv, aes da labourat ha dizour. Serret e vezent gant un tok dalc'het gant ul lêrenn pe ur fiselenn. Douget e vezent a-istribilh ouzh ar gouriz, e-lec'h ma oant aes da dapout buan. Gant donedigezh ar platinennoù-kailhastr e krogas ar soudarded da gas daou gorn-poultr gante zoken : unan evit evit ar poultr implijet evel emors, hag unan all evit ar poultr tanav a veze ensoc'het er c'hanol[1].

Hep e gorn-poultr, n'halle ket ur soudard tennañ ; objedoù pouezus ha personel-kenañ e teujont da vezañ. An dennerien a gustume kizellañ pe livañ anezhe en o amzer dieub. Ur wech kinklet e veze ledet druzoni, koar pe ludu war ar c'horn evit gwareziñ al labour. A-drugarez da se e c'haller rastellat kalz titouroù istorel ha personel war o ferc'henned bet : e-touez ar menegoù engravet pe livet e kaver anvioù, lec'hioù-ganedigezh, bloavezhioù, anv ar c'houlzad brezel ma kemere perzh an den ennañ. Barzhonegoù pe kartennoù eus al lec'hioù gweladennet gant ar soudarded a c'haller lenn ivez. An tresadennoù hag ar skridoù a oa lies o doareoù hag o c'halite, hervez ampartiz ha deskadurezh ar perc'henn[2].

Dilezet eo bet ar c'hornioù-poultr war an tachennoù-emgann en XIXvet kantved, pa voe pourveziet ar soudarded gant kartouchennoù paper da gentañ, ha kartouchennoù metal adalek eil hanterenn ar c'hantved (evel er fuzuilh Spencer, 1860). Implijet e vezont c'hoazh e bed ar sportoù tennañ hiziv an deiz, gant an dennerien armoù poultr du mod kozh.

  1. 1,0 ha1,1 (fr) DUBARRY DE LA SALLE Jacques, Tout connaître sur les poires à poudre, Le magazine des enchères, 02/09/2021 (lennet d'an 23/09/2025)
  2. (en) DURAND Rose, The Historical and Personal Importance of Engraved Powder Horns, Museum of the City of New York (lennet d'an 22/09/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan