Mont d’an endalc’had

Kornôg ar Stadoù-Unanet

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Kornôg ar Stadoù-Unanet (e ruz) evel termenet gant Servij niveradeg ar Stadoù-Unanet.

Kornôg ar Stadoù-Unanet (e saozneg Western United States, pe Far-West, skrivet ivez Far West), zo un takad e kornôg Stadoù-Unanet Amerika. Emdroet eo an dachenn termenet gant an droienn-mañ, pa oa bet trevadennet ar vro gant Europeiz adalek ar reter. Trec'h war ar C'hornôg a vez graet eus ar prantad trevadenniñ-mañ, a zo c'hoarvezet en XIXvet kantved evit ar braz eus an takadoù gounezet.

Hervez an niveradeg ofisiel ez eus 13 stad en takad-mañ hiziv an deiz : Alaska, Arizona, Kalifornia, Colorado, Hawai, Idaho, Montana, New Mexico, Nevada, Oregon, Utah, Washington ha Wyoming[1].

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr) VILLERBU Soazig, Nouvelle histoire de l'Ouest. Canada, États-Unis, Mexique (fin XVIIIe-début XXe siècle), Passés/Composés, 2023, 416 p., ISBN 978-2-3793-3808-3
  1. (en) WEST REGION: 2020 Census, United States Census Bureau (lennet d'an 09/12/2025)