Mont d’an endalc’had

Kornôg Berlin

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Kartenn an takadoù aloubet e Berlin.

Kornôg Berlin[1] e oa, e-pad ar Brezel Yen, an takad eus kêr Berlin (Alamagn a-vremañ) mestroniet gant kevredidi an Trizakad (Stadoù-Unanet, Rouantelezh-Unanet ha Bro-C'hall) etre 1948 ha 1949, ha gant Republik Kevreadel Alamagn etre 1949 ha 1990. Dispartiet e oa diouzh Reter Berlin, a oa renet gant an RDA hag an URSS. E 1989 e oa 2.130.525 annezad e Kornôg Berlin.

Ur blokus eus Kornôg Berlin war zouar a voe graet gant Soviediz etre miz Even 1948 ha miz Mae 1949. Pourveziet e voe ar gêr gant kirri-nij bloc'h ar C'hornôg. Etre 2,6 ha 3 milion a Alamaned a dec'has kuit eus an RDA dre Verlin etre 1949 ha 1961. Abalamour da se e tivizas gouarnamant an RDA lakaat sevel ur voger etre an div lodenn eus ar gêr e miz Eost 1961[2]. Padout a reas an harz-mañ betek an 9 a viz Du 1989, pa voe diskaret moger Berlin gant ar boblañs.

  1. Termen implijet el levr Istor 3de, TES, 2015, ISBN 978-2-35573-131-0
  2. (de) Beschluss des Ministerrates der Deutschen Demokratischen Republik (12. August 1961), CVCE (lennet d'an 19/01/2026)