Korfstummoù barrez

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Korfstummoù ballet)

Kemm a reer er barrez pe ballet etre emstummoù diazez an treid ha emstummoù diazez an divrec'h:

Emstummoù an treid[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lakaet e oa bet dre skrid pemp emstumm diazez an treid war al leur gant ar mestr-dañs Pierre Beauchamp e diwezh ar XVIIvet kantved, bet ouzhpennet oute daou emstumm all gant Serge Lifar pa oa anezhañ Mestr Ballet e Ballet Opera Broadel Pariz (Ballet de l'Opéra national de Paris) (1929–45, 1947–58), implijet dreist-holl hiziv evit ar c'horeografiezhennoù bet krouet gantañ nemetken.

(Notenn: Ne dalvez ar skeudennoù-mañ da heul evit diskwel lec'hiadur an treid evit pep emstumm.)

Kentañ emstumm[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lakaet e vez ar seulioù stok-ha-stok gant an treid oc'h ober ul linenn an eeunañ ar gwellañ, da lâret eo gant beg an troad dehoù a-dehoù holl ha beg an troad kleiz a-gleiz holl en ur derc'hel an daoulin stok-ha-stok ivez ha reut an divc'har.




Eil emstumm[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evel er c'hentañ emstumm met gant an treid distag an eil diouzh egile. Implijet e vez an termen deverret "à la seconde" evit fiñvadennoù a-gostez, da skouer battement tendu à la seconde.





Trede emstumm[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lakaet e vez an treid linennet evel evit ar c'hentañ enstumm met gant un troad dirak egile ha gant seul an troad a-raok stag ouzh kreiz an troad a-drek. Bez' eus eus daou drede emstumm hervez an troad a laker dirak egile.

Pevare emstumm[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evel evit ar pempvet emstumm met gant an treid dispeget an eil diouzh egile gant unan anezhe un tammig dirak egile. "Digor" e vez graet anezhañ pa lakaer seul an troad a-raok a-stur gant seul an traod a-dreñv. Bez' eus eus daou pempvet emstumm hervez an troad a laker dirak egile.







Pempvet emstumm[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evel evit ar c'hentañ emstumm met gant seul unan eus an treid stag ouzh bizied egile evit ma teu da vezañ kroaziet an divc'har muioc'h evit gant an trede emstumm. Bez' eus eus daou bempvet emstumm hervez an troad a laker dirak egile.






C'hwec'hvet emstumm[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Implijet ral a-wezh ez eus ur c'hwec'vet emstumm bet krouet da vat dindan an anv-se gant Serge Lifar evit treid kenstur kichen-ha-kichen, da skouer pa gasker da-benn ur pas couru sur les pointes en avant pe en arrière.

Seizhvet emstumm[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez Serge Lifar evit ar seizhvet emstumm e ranker lakaat an treid er pevare emstumm en pointe gant ar seulioù renk-ouzh-renk. Bez' eus eus daou pempvet emstumm hervez an troad a lakaer dirak egile.

Emstummoù an divrec'h[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lakaat a reer an diforc'h etre daou daore da der'chel an divrec'h dre vras: ront pe kromm.

Kemmañ a c'hell anv pep emstumm a skol da skol.

Divrec'h ront[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rontaet pe hirgelc'hiek eo emstumm an divrec'h ha damstekiñ a ra bizied pep dorn ouzh re an dorn all, dirak ar begel, a-us d'ar penn pe c'hoazh damstok ouzh an divlez.

Divrec'h kromm[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Astennet an divrec'h a-hed ar c'horf gant an divrec'h dambleget. Great e vez eus an emstumm-mañ allongé.

Tennañ a ra an holl deskrivadennoù da heul d'an emstummoù gante an divrec'h rontaet, deut da vezañ emstummoù allongés dre astenn an daouilin en ur dreiñ ar palvoù d'an traoñ.

Skol rusek pe Hentenn Vaganova[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Bras bas pe emstumm da gregiñ: divrec'h rontaet ha d'an traoñ gant an daouarn dirak an divlez, damstok bizied pep dorn an eil re ouzh ar re all;
  • Kentañ emstumm: sevel a ra an divrec'h rontaet o stumm atav betek m'emañ ar bizied etre ar begel ha traoñ ar brust;
  • Eil emstumm: divrec'h a-hed ar c'horf, d'an traoñ hag a-raok gat ar palvioù dirak. Un tammig izeloc'h evit an skoaz emañ an daouilin ha kenstur gant an daouilin e rank bezañ ar meilhoù-dorn;
  • Trede emstumm: rontaet an divrec'h evel er c'hentañ emstumm met savet a-us d'ar penn hag un tamm dirazañ.

Emstummoù kevrennek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Petite pose: ur vrec'h en eil emstumm hag egile er c'hentañ emstumm;
  • Grande pose: ur vrec'h en eil emstumm hag egile en trede emstumm;

Skol c'hall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Bras bas pe bras au repos: rontaet an divrec'h gant ar bizied damstok ar eil dorn ouzh re egile dirak an divlez;
  • Kentañ emstumm: sevel a ra an divrec'h rontaet atav betek m'emañ ar bizied dirak ar begel;
  • Eil emstumm: divrec'h a-hed ar c'horf, d'an traoñ hag a-raok gat ar palvioù dirak. Un tammig izeloc'h evit an skoaz emañ an daouilin hag un tammig izeloc'h evit an daouilin e rank bezañ ar meilhoù-dorn;
  • Trede emstumm: ur vrec'h en eil emstumm, rontaet eben ha lakaet a-us d'ar penn;
  • Pevare emstumm: ur vrec'h er c'hentañ emstumm, rontaet eben ha lakaet a-us d'ar penn;
  • Pempvet emstumm pe bras en couronne: rontaet an divrec'h a-us d'ar penn hag un tamm dirazañ.

Hentenn Cecchetti[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Kentañ emstumm: damgromm an divrec'h gant ar bizied ouzh an divvorzhed evel ma vefe o terc'hel an tutu;
  • Eil emstumm: divrec'h a-hed ar c'horf, d'an traoñ hag a-raok gat ar palvioù dirak. Un tammig izeloc'h evit an skoaz emañ an daouilin hag un tammig izeloc'h evit an daouilin e rank bezañ ar meilhoù-dorn. Etre an emstumm kentañ hag an eil emstumm ez eus an emstumm demi-seconde;
  • Trede emstumm: ur vrec'h er c'hentañ emstumm, eben e demi-seconde;
  • Pevare emstumm: daou bevare emstumm ez eus: en avant, gant ur vrec'h en eil emstumm hag eben er pempvet; en haut, gant ur vrec'h en eil emstumm hag eben er pempvet en haut;
  • Pempvet emstumm: er pemvet emstumm emañ an divrec'h bewezh ma vezont rontaet da vat. Bez' e c'hell bezañ en bas; en avant (kentañ emstumm rusek ha gallek); hag en haut (trede emstumm rusek).