Mont d’an endalc’had

Kordit

Eus Wikipedia
Un obuz saoz doare shrapnel implijet da vare ar Brezel-bed Kentañ. Bizhier kordit a weler a-zehou, e douilhez ar munision.

Ar c'hordit zo un danvez-tarzh diazez-doubl bet ijinet e Bro-Saoz e 1889, gant ur bodad anvet Explosives Committee hag a oa renet gant Sir Frederick Abel. Pal ar bodad e oa krouiñ ur c'hargad-poulzañ divoged evel ar poultr ijinet gant ar Gall Paul Vieille e 1886. Savet e oa, a-fed mas, gant 58% nitroglikerin, 37% nitrokelluloz ha 5% vazelin[1]. Implijet e voe da gentañ e munusionoù bihan o c'halibr, evel an .303 British, ar gartouchenn implijetañ en armoù hiniennel saoz e hanterenn gentañ an XXvet kantved. Ar c'hordit a voe implijet evel propergol solut e fuzeeennoù, hag er vombezenn atomek stadunanat Little Boy bannet war Hiroshima d'ar 6 a viz Eost 1945.

Danvez-tarzh diazez ar British Army e chomas betek ar bloavezhioù 1950, met ne voe ket implijet ken er bed milourel goude-se, ha paouez a reas da vezañ produet e dibenn an XXvet kantved. Stumm bizhier orañjez a zo d'ar c'hordit er munisionoù.

  1. (en) Cordite, Encyclopedia Britannica (lennet d'ar 15/06/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan