Korac'h

Eus Wikipedia
Korac'hoù war an Afon Teifi
Korac'h an Teifi en iliz Manordeifi
Korac'h e Tamil Nadu.

Korac'h a vez lavaret eus ur vag-pesketa bihan ha skañv hag a weler war stêrioù zo eus Iwerzhon ha Kembre.

Kembre[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En Henamzer e veze implijet en Enez Vreizh a-raok aloubadeg ar Romaned zoken. E Kembre hiziv n'o gweler ken nemet war ar stêrioù Tywi, Teifi ha Tâf, ha cwrwgl pe corwgl a vez graet anezhe e kembraeg.

Perzh kentañ ar bagoù-se eo bezañ aes d'ober ha bezañ skañv da zougen. Graet e vezent gant krec'hin ha gwial. E Kembre e veze implije a zaouoù da besketa gant ur roued: un den e pep penn o terc'hel ar roued da dapout ar pesked.

Broioù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwelet e vez korac'hoù ivez war ar stêr Havren, e Bro-Saoz, war ar stêr Boyne en Iwerzhon, war ar stêr Spey e Skos.

Brasoc'h eget hini Kembre eo currach Iwerzhon ha Skos.

Bigi peuzheñvel zo ivez e broioù all: SUA (Bullboat an Indianed), Irak (ar Gufa), India (ar Parisal) da skouer.

Liammoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.