Mont d’an endalc’had

Konzern

Eus Wikipedia

Konzern (distaget [kɔnˈtsɛʁn]) zo ur ger alamanek evit envel ur strollad embregerezhioù, dizalc'h an eil diouzh egile war an dachenn lezennel, met emframmet a-blaen (da lavaret eo embregerezhioù hag a sav produioù dezhe ul live talvoudegezh heñvel etreze) hag a-blom (embregerezhioù hag a brodu traoù disheñvel met stag ouzh ar memes chadenn broduiñ). En ur mod pleustrek eo mestr un embregerezh war ar re all, a zo bodet neuze en un unvez ekonomikel hepken. Unan eus palioù ur c'honzern eo ren war ur skourr eus an embregerezh en e bezh.

Ganet e oa ar mod-mañ d'ober en Impalaeriezh alaman en XIXvet kantved. En Alamagn emañ, pe e oa, Konzern-où brudet evel ThyssenKrupp, Siemens AG, Bayer AG ha Volkswagen Group. E Rusia a-vremañ, ar strollad Kalachnikov zo ur c'honzern hag a vod kalz embregerezhioù armoù-tan eus ar vro.