Kontelezh Los Angeles
| Deiziad krouiñ | 1850 |
|---|---|
| Anv er yezh a orin | Los Angeles |
| Anv berr | окр. Л.-Анджелес, L. A. County |
| Anvet diwar | Los Angeles |
| Stad | Stadoù-Unanet |
| Kêr-benn | Los Angeles |
| E tiriad | Kalifornia |
| Gwerzhid-eur | Pacific Time Zone |
| Located in the statistical territorial entity | Los Angeles metropolitan area |
| Lec'hiadur | Southern California |
| Daveennoù douaroniel | 34°3′0″N 118°15′0″W |
| Aotrouniezh | Los Angeles County Board of Supervisors |
| Korf lezenniñ | Los Angeles County Board of Supervisors |
| A zo stok ouzh | Ventura County, Kern County, San Bernardino County, Orange County |
| Kod-post | 90001–90899, 91001–93599 |
| Lec'hienn ofisiel | https://lacounty.gov |
| Istor | History of Los Angeles County, California |
| Roll monumantoù | National Register of Historic Places listings in Los Angeles County, California |
| Ekonomiezh an danvez | economy of Los Angeles County, California |
| Poblañsouriezh an danvez | demographics of Los Angeles County |
| Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Los Angeles County, California |

Kontelezh Los Angeles eo kontelezh pobletañ Stadoù-Unanet Amerika, gant 9 757 129 annezad e 2024. Muioc'h a dud a zo er gontelezh-mañ eget e 40 stad eus ar Stadoù-Unanet. E Los Angeles emañ he fennlec'h. Kavell industriezh ar sinema stadunanat eo.
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kontelezh Los Angeles zo 10 518 km2 enni. Riblañ a ra ar Meurvor Habask war ur c'hant kilometr bennak. Kêriekaet kenañ eo ar c'horn-bro, ha ledet kenañ eo ar c'hêrioù, ingalet e meur a rannvro : er reter emañ East Los Angeles ha Traoñienn San Gabriel, er c'hornôg emañ West Los Angeles hag ar "Beach Cities" ; en norzh emañ traoñiennoù San Fernando, Antelope ha Santa Clarita, hag er su emañ rannvroioù South Bay, Ledenez Palos Verdes, South Central Los Angeles hag ar "Gateway Cities". Er rannvro greiz emañ Downtown Los Angeles, South Central Los Angeles ha Mid-Wilshire. Treuzet eo gant stêrioù evel al Los Angeles, ar Río Hondo, ar San Gabriel hag ar Santa Clara.
An "argoad" diabarzh dezherzel, 40 % eus gorread ar gontelezh anezhi, a zo kalz nebeutoc'h annezet. Dispartiet eo diouzh ar "arvor" gant Menezioù San Gabriel ha Koadeg vroadel Angeles. E-touez an Inizi Channel a zo er gontelezh emañ enez Santa Catalina er norzh hag enez San Clemente muioc'h er su, etre 30 ha 80 km er-maez d'an aod.
En holl ez eus 88 kumun (municipalities) ha 101 "uncorporated areas". Harzoù he deus Kontelezh Los Angeles gant kontelezhioù Ventura er c'hornôg, Kern en norzh, San Bernardino er reter ha Orange er gevred.
Kartenn eus kumunioù kontelezh Los Angeles (e gris) :
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krouet e voe ar gontelezh e 1850. De gentañ ez ae betek harzoù Nevada, gant lodennoù eus kontelezhioù a zo hiziv re Kern, San Bernardino, Riverside, Inyo, Tulare, Ventura hag Orange.
Poblañs
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez niveradeg ar bloaz 2000 graet gant Melestradurezh Niveridigezh Stadoù-Unanet Amerika e oa 9 519 338 annezad er gontelezh, 3 133 774 tiegezh ha 2 137 233 familh. 905 ann./km2 eo stankter ar boblañs.
E 2015 e oa ouzhpenn 2000 iliz kristen, katolik evit al lodenn vrasañ anezho[1][2]. Tost 40% eus ar boblañs a zo katolik. 202 sinagogenn yuzev a zo, 145 templ boudaat, 38 moskeenn vuzulmanat, 44 kreizenn azeuliñ ar Feiz Baháʼí, 37 templ hindou, 28 iliz Tenrikyo, 16 kreizenn azeuliñ Shinto ha 14 gurdwara Sikh er gontelezh[3]. E 2014 e oa 3 275 aozadur relijiel er gontelezh, ar rekord e-touez an holl gontelezhioù stadunanat[4].
Hervez ar "Public Policy Institute of California" e oa e kontelezh Los Angeles e 2008 un drederenn eus holl enbroidi dibaper Kalifornia, da lavaret eo ouzhpenn dek dre gant eus ar boblañs[5].
Al lodenn vrasañ eus enbroidi ar gontelezh a zeu eus Mec'hiko, ha war-lerc'h El Salvador hag ar Filipinez[6].

| Strollad | Kontelezh Los Angeles | ||
|---|---|---|---|
| Tud wenn | 50,3 | 57,6 | 72,4 |
| Re all | 21,8 | 17,0 | 6,2 |
| Aziiz | 13,7 | 13,1 | 4,8 |
| Afroamerikaned | 8,7 | 6,2 | 12,6 |
| Hironed | 4,5 | 4,9 | 2,9 |
| Amerindianed | 0,7 | 1,0 | 0,9 |
| Oseaniz | 0,3 | 0,4 | 0,2 |
| Hollad | 100 | 100 | 100 |
| Spagnolegerien | 47,7 | 37,6 | 16,7 |


E 2025 e oa ouzhpenn 3,4 milion a dud a orin vec'hikan pe ganet e bro-Vec'hiko o chom er gontelezh, muioc'h eget forzh peseurt kontelezh stadunanat all[9].
Stank eo poblañs an Aziiz-Amerikaned. Eno emañ diasporaoù brasañ er bed Myanmariz, Kambodjiz, Sinaiz, Filipineziz, Indoneziz, Koreaned, tud eus Sri Lanka, Taiwaniz ha tud Thailand.[10]
Er gontelezh e kaver ivez an diaspora armeniat brasañ er bed[11], hag an diaspora iranat brasañ er Stadoù-Unanet ivez.[12]
E 2019 e save korvoder keitat an tiegezhioù da $72,797[13]. 14,4% eus an tiegezhioù a zo dindan treuzoù ar baourentez, pe 17,9% eus ar boblañs, 24,2% eus ar re dindan 18 vloaz ha 10,5% eus ar re ouzhpenn 64 bloaz. Kontañ a ra kontelezh Los Angeles an niver brasañ a vilionerien e-skoaz an holl gontelezhioù all er vro, da lavaret eo 261 081 tiegezh e 2007[14].
Yezhoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez an American Community Survey e oa 43,59 % eus ar boblañs ouzhpenn 5 bloaz a gomze saozneg er gêr e 2010, 39,38 % a gomze spagnoleg, 3,64 % sinaeg, 2,46 tagalog, 2,02 % koreaneg, 1,70 % armenianeg, 0,82 % vietnameg, 0,80 % perseg, 0,63 % japaneg, 0,52 % ruseg, ha 4,44 % ur yezh all[15].
Politikerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]| Dilennadeg | Demokrated | Republikaned | Re all |
|---|---|---|---|
| 1984 | 44,4 % | 54,5 % | 1,1 % |
| 1988 | 51,9 % | 46,9 % | 1,2 % |
| 1992 | 52,5 % | 29,0 % | 18,4 % |
| 1996 | 59,3 % | 31,0 % | 9,7 % |
| 2000 | 63,5 % | 32,4 % | 4,2 % |
| 2004 | 63,2 % | 35,6 % | 1,2 % |
| 2008 | 69,2 % | 28,8 % | 2,0 % |
| 2012 | 69,7 % | 27,8 % | 2,5 % |
| 2016 | 71,8 % | 22,4 % | 5,8 % |
| 2020 | 71,03 % | 26,8 % | 2,1 % |
Gouarnet eo ar gontelezh gant ur c'huzul anvet Los Angeles County Board of Supervisors, ar pemp ezel anezhañ dilennet gant annezidi ar gontelezh. Abalamour da vent ar gontelezh e terc'houez pep ezel tro-dro 2 vilion a dud. Ur galloud seveniñ, lezenniñ ha barn o deus.
Ar servijoù melestradurel a zo ingalet e meur a « zepartamant » hag a c'haller sellout outo evel gwir vinistrerezhioù diouzh ment ar gontelezh. Hogen, Lez uhel Los Angeles, hag a c'holo ar gontelezh a-bezh, a zo ur rann eus sistem justis ar Stad kevreadel, n'emañ ket ar gontelezh e karg anezhi.
Armerzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An industriezhioù pennañ er gontelezh eo ar sinema, ar skinwel, an aeregor, enrollañ ha produiñ sonerezh, obererezh ar porzhioù, e Long Beach da skouer.
Ar studioioù brasañ a zo er-maez eus kêr Los Angeles (nemet Paramount Pictures), e kumunioù all evel Culver City, Burbank ha Glendale.
Kêr Los Angeles eo an trede pinvidikañ er bed dre ar PDK, war-lerc'h Tokyo ha New York, met a-raok Chicago ha Pariz.
Treuzdougen
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Aerborzh pennañ ar gontelezh eo hini Angeles, met kalz re all a zo, evel re Long Beach, Palmdale, Van Nuys, Santa Monica, Compton, Torrance, El Monte, Pacoima, Lancaster ha Hawthorne.
Ar porzh-houarn pennañ eo hini Los Angeles. Darbariñ a ra trenoù Metrolink Los Angeles Veur ("Greater Los Angeles") ha gant linennoù all e c'hall Yann veajour tizhout kêrioù all Kalifornia ha kêrioù bras ar Stadoù-Unanet. Meret eo treuzdougen boutin tachadoù kêrel ar gontelezh gant ar "Los Angeles County Metropolitan Transportation Authority".
Porzh Los Angeles ha porzh Long Beach eo an daou borzh pennañ. Gant listri-treizh e c'haller mont da gêrioù an inizi evel Avalon.
Brudet eo rouedad gourhentoù ar gontelezh evit bezañ divent ha luziet.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Lec'hienn ar Gontelezh
- (en) LA County Sheriff's list of Unincorporated Areas in Los Angeles County
- (en) Kambr ar C'henwerzh
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Los Angeles County e crcc.usc.edu, 16 Gwengolo 2009
- ↑ Los Angeles Has Numerous High Profile Churches for Addiction Recovery e Muse Treatment, 6 Kerzu 2021
- ↑ Selected Non-Christian Religious Traditions in Los Angeles County: 2000 Prolades.com Patrom:Webarchive
- ↑ Social Capital Variables Spreadsheet for 2014 e PennState College of Agricultural Sciences, Northeast Regional Center for Rural Development, 8 Kerzu 2017
- ↑ Illegal Immigration, Public Policy Institute of California, Gouere 2011
- ↑ 5 things you may not know about immigrants in Los Angeles County, 24 C'hwevrer 2020
- ↑ Los Angeles County, CA Population - Census 2010 and 2000
- ↑ Population of California - Census 2010 and 2000 e censusviewer.com.
- ↑ À Los Angeles, l’omniprésence du drapeau mexicain brandi par les manifestants cristallise les tensions e Le Figaro, 25-06-12
- ↑ L.A. County is the Capital of Asian America, September 27, 2013
- ↑ The U.S. Will Finally Recognize the Armenian Genocide, October 29, 2019
- ↑ Immigrants from Iran in the United States, July 15, 2021
- ↑ MEDIAN INCOME IN THE PAST 12 MONTHS (IN 2019 INFLATION-ADJUSTED DOLLARS), United States Census Bureau
- ↑ California Boasts Most Millionaires, 5 Mae 2008
- ↑ Language Map Data Center.