Mont d’an endalc’had

Kontelezhioù er Stadoù-Unanet

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Kontelezh (SUA))
kontelezh eus ar Stadoù-Unanet
Iskevrennad eusadministrative territorial entity of a state of the United States, kontelezh, rann velestradurel a eil live, county or county-equivalent, rann velestradurel Kemmañ
Rann eusstad ar Stadoù-Unanet Kemmañ
Anv ofisielcounty Kemmañ
StadStadoù-Unanet Kemmañ
Roll elfennoùlist of former United States counties Kemmañ

Ur gontelezh e Stadoù-Unanet Amerika a zo ur rann velestradurel eus ur Stad pe un tiriad eus ar vro-se, meret gant ur gouarnamant lec'hel.

Goloet eo tost holl ar Stadoù-Unanet gant kontelezhioù pe un ensavadur kevatal[1]. Etre ar Stadoù kevreet hag ar c'hêrioù pe kumunioù emañ ar c'hontelezhioù. Sez ar gontelezh ("county seat") a vez graet eus ar pennlec'h. Pep kontelezh a vez meret gant ur c'huzul dilennidi.

Hervez ar Census Bureau (melestradurezh an niveridigezh) e oa 3 144 kontelezh ha kevatal en 50 Stad ha Distrig Columbia e 2022[2]. Kontelezhioù a bep seurt galloudoù, mentoù ha poblañsoù a zo avat. E-keñver an niver a annezidi emañ ouzhpenn an hanter eus annezidi SUA o chom e 143 c'hontelezh diwar an ouzhpenn 3 000 a zo, da lavaret eo 4,6% eus an holl gontelezhioù, hervez ar Census Bureau e 2017. Kontelezh Los Angeles eo an hini pobletañ.

N'eus nemet div stad lec'h n'eus ket kontelezhioù : Alaska, rannet e "borough" evit an hanter eus e diriad (an hanter all n'en deus ket a c'houarnamant lec'hel ha renet eo war-eeun gant Stad Alaska), ha Louiziana rannet e parrezioù ("parishes") hag a zeu eus ar prantad trevadennel gall.

Kontelezh koshañ ar vro a sav d'ar bloaz 1634, e deroù ar prantad trevadennel, e trevadenn vreizhveuriat Virginia.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (en) A bibliography of American county histories gant P. William Filby, Baltimore, Genealogical Publishing Com, 1985, 449 p. (ISBN 978-0-8063-1126-5)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (fr) Les États-Unis. Géographie d'une grande puissance gant Frédéric Leriche (ren.), p. 149-164, Pariz, Armand Colin, « Collection U », 2016, lenn enlinenn, gwelet d'ar 25/05/2023.
  2. (en) County Totals Datasets: Population, Population Change and Estimated Components of Population Change: April 1, 2010 to July 1, 2012, United States Census Bureau, Population Division, Meurzh 2013