Konkordad

Ur c’honkordad zo ur feur-emglev etre ar Sez Santel hag ur Stad emren a ya da dermeniñ an darempredoù etre an Iliz katolik roman hag ar Stad en aferioù a denn d'an div gostezenn, da gentañ holl, anavezadur ha gwirioù-dreist an Iliz katolik roman en ur vro bennak ha d’an aferioù lik a denn da deurioù an Iliz.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez P. W. Browne ne gaver ket implij an termen konkordad a-raok ar pab Marzhin V (1413–1431) en un oberenn savet gant Nikolaz a Gusa ha titlet De Concordantia Catholica[1]. Abalamour d’an adkempenn pouezus eus Stadoù Europa a c'hoarvezas goude ar Brezel-bed kentañ e oa ret d'an Iliz katolik sevel feur-emglevioù gant ar Stadoù nevez. Er marevezh-se e voe gwelet ar brasañ niver a gonkordadoù ma voe sinaet gant ar Sez Santel.
Daoust ma oa bet lezet a-gostez an termen konkordad e-pad ur prantad goude Sened-Iliz Vatikan II (1962-1965) e teuas war wel en-dro gant Konkordad Polonia e 1993 ha Konkordad Portugal e 2004. Un doare darempredoù disheñvel etre ar Sez Santel hag ar Stadoù a zo o vont war-raok pa ya war gresk al likadur ha liested ar relijionoù er bed kornôgel.
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Konkordad Bologna 1516
- Konkordat Pariz 1801
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Browne, P. W. (4 May 2018). E-barzh "The Pactum Callixtinum : An Innovation in Papal Diplomacy". The Catholic Historical Review. 8 (2): 180–190. JSTOR 25011853.