Kompagnunezh an Indez
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| Kompagnunezh an Indez | |
|---|---|
Isaac Sailmaker, 1685 | |
| Urzhiadet | XVIIvet kantved |
| Istor | |
Kompagnunezh an Indez a oa anv meur a gompagnunezh hag a rae war-dro ar c'henwerzh etre broioù Europa hag o zrevadennoù[1].
Tra m'o doa miret Spagn ha Portugal korvoerezh an Amerikaoù evito o-unan da-heul kavadennoù Kristol Goulm a-hed ar XVIvet kantved, broioù all Europa a stagas er XVIIvet kantved gant ur genstrivadeg c'harv evit sevel impalaeriezhioù trevadennel a c'hallje magañ o armerzh hag o galloud.
Alies e veze mestroniet ar c'henwerzh etre ur vro europat hag he zrevadennoù gant un embregerezh a veze roet ur monopol dezhañ gant ar Stad, hag a zouge an anv "Kompagnunezh an Indez". Dindan anv mojennel an Indez e veze meneget an holl diriadoù nevez a c'halled tizhout en ur vont war-zu ar reter pe war-zu ar c'hornôg. Ha graet e veze anv eus Indez ar Reter" hag "Indez ar C'hornôg.
Adalek ar XVIvet kantved, Venezia a oa mestr war ar c'henwerzh er Mor Kreizdouar.
An Indez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar ger Indez a veze implijet gwechall, betek an XIXvet kantved, da envel douaroù liesseurt, rak ne oa ket anavezet mat douaroniezh ar bed c'hoazh.
Indez ar C'hornôg a ra dave d'an douaroù a vez anvet hiziv an Antilhez. Hervez Kristol Goulm, ez wir, an douaroù-se a oa lec'hiet war hent an Indez e 1492[2],[3].
Indez ar Reter a oa dreist-holl an inizi hag an douaroù-bras kavet e Meurvor Indez hag en-dro dezhañ gant ergerzherien bortugalat (Bartolomeu Dias, Vasco da Gama), buan goude ma oa bet kavet Hent ar C'hab. En un doare strizh e veze implijet an termen evit komz eus Enezeg Malezia, a ya d'ober enezeg Filipinez , enezeg Indonezia, Borneo ha Ginea-Nevez hiziv an deiz[4],[5],[6].
- Kartenn beajoù Kristol Goulm, war an hent da Indez (1492)
- Beajoù Bartolomeu Dias, Vasco da Gama hag ergerzherien bortugalat all (15vet kantved)
- Kartenn Indez ar reter (17vet kantved)
- Kartenn eus ar bed a bezh - evel m'eo bet diskouezet abaoe an XXvet kantved - : Indez ar reter (Azia) hag Indez ar c'hornaoueg (an Antilhez).
An Oriant
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur perzh pouezus-kenañ en deus bet porzh an Oriant e diorroadur Kompagnunezh c'hall Indez ar Reter.[7]
- Ardamez Kompagnunezh c'hall Indez ar Reter
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kompagnunezh Indez ar Reter (Bro Saoz)
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Jacques Chérel, Lorient, les Compagnies des Indes et l’esclavage [An Oriant, Kompagnunezhioù an Indez hag ar sklaverezh], 3/11/2025, patrimoine.lorient.bzh.
- (fr) La Compagnie des Indes orientales [Kompagnunezh Indez ar Reter], Archives et patrimoine, Departamant ar Mor-Bihan (ofisiel).
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) La Compagnie des Indes 1721-1770 [Kompagnunezh an Indez 1721-1770], Généalogie dans les anciennes régions Languedoc-Roussillon et Midi-Pyrénées
- ↑ (en) West Indies [Indez kornaoueg], World Atlas
- ↑ (en) West Indies (island group, Atlantic Ocean) [Indez kornaoueg (inizi, Meurvor Atlantel)], Britannica
- ↑ (en) A map of the East-Indies and the adjacent countries [Ur gartenn eus Indez ar Reter hag ar broioù tro-war-dro], The Portal of Texas History
- ↑ (en) East Indies, islands, Southeast Asia [Inizi eus Indez ar Reter, gevred Azia], Britannica
- ↑ (en) East Indies [Indez ar Reter], Encyclopedia.com
- ↑ (fr) Lorient, ville-port mondial de la compagnie des Indes [An Oriant, ur gêr-borzh hollek eus Kompagnunezh an Indez], Podkast, Radio France, La Fabrique de l'histoire, 22/05/2018