Mont d’an endalc’had

Kompagnunezh Indez ar Reter

Eus Wikipedia
British East India Company
firm, embregerezh, colonial society, Kompagnunezh Indez ar Sav-heol
Tachenn obererezhioùkenwerzh etrebroadel, kenwerzh ar sklaved Kemmañ
Deiziad krouiñ31 Kzu 1600 Kemmañ
Anv er yezh a orinBritish East India Company Kemmañ
Oberennoù zo en dastumadHet Scheepvaartmuseum Kemmañ
DiazezerJohn Watts, George White Kemmañ
StadRouaned Breizh-Veur hag Iwerzhon Kemmañ
Furm lezennelkevredad dre gevrannoù Kemmañ
Sez sokialLondrez, Londrez Kemmañ
EfedTea Act Kemmañ
Deiziad divodañ1 Mez 1874 Kemmañ
Banniel ar British East India Company e 1801.
Skoed ardamez an East India Company

An East India Company (EIC), anvet ivez Honourable East India Company (HEIC) pe British East India Company ha lesanvet John Company, a oa un embregerezh kenwerzh eus Bro-Saoz ha goude-se eus ar Rouantelezh-Unanet. Savet e oa bet evit ober kenwerzh gant an "East Indies" (Indez ar Reter, gevred Azia a-vremañ). E gwirionez an darn vrasañ eus an eskemmoù marc'hadourezh a veze graet gant iskevandir Indez ha gant Sina an dierniezh Qing.

Hervez karta diazezañ an embregerezh e oa hini ar "Gouarnour ha kompagnunezh ar varc'hadourien eus Londrez oc'h ober kenwerzh gant Indez ar Reter". An embregerezh en he barr a oa o labourat evit an hanter eus ar marc'hadourezhioù eskemmet dre ar bed. Marc'hadourezhioù a bep seurt a oa evel kotoñs, seiz, liv indigo, holen, salpestr, te hag opiom. An embregerezh a oa mestr war penn-kentañ an impalaeriezh trevadennel breizhveuriat en India.

Gant ma oa bet roet lañs ha mestroniet an trevadenniñ en India gant ar British East India Company, kevezerezh a voe savet etre an embregerezh hag ar Stad Saoz. En desped d'an arc'hantaouiñ a-berzh ar gouarnamant saoz, e oa lies ar c'hudennoù arc'hant gant ar gompagnounezh. Divodet e voe e 1874 dre abeg an East India Stock Dividend Redemption Act tremenet ar bloavezh a-raok. Gouarnamant India a oa deuet a-benn da reiñ lamm d'an embregerezh. Skourrioù ar gouarnamant saoz en India a oa deuet a-benn da adpakañ kefridioù an embregerezh ha da gendeuziñ e armeoù en e re goude un hir a stourm.