Kommando Landerne
| Rann eus | Sicherheitsdienst |
|---|---|
| Deiziad krouiñ | Ebrel 1944 |
| Bro | Frañs |
| E tiriad | Landerne |
| Aozadur mamm | Sicherheitsdienst |
| Deiziad divodañ | Eost 1944 |
E miz Ebrel 1943, ar Gestapo en doa savet unvezioù oberiant fiñv, renet gant ar c'horonal Pulmer. Pal pennañ an unvezioù nevez-krouet e oa stourm a-enep ar Rezistañs. Meur a G/Kommando a oa bet savet e Breizh e Gwened, Pondi, Logunec'h, Brest, Kemper, Sant-Brieg, met an hini brudetañ a chom Kommando Landerne (Kommando IC 343) savet e fin miz Ebrel 1944 e Landerne. Brudet eo chomet gant an anv Kommando Schaad, diwar anv unan eus e izili alaman Herbert Schaad[1], memes ma oa al letanant alaman Willy Krüger, a oa penn ar Gestapo e Roazhon, gwir penn an unvez[2]. A-wechoù e vez graet SD Landerne eus an unvez.
Izili ar C'hommando
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kommando Landerne a oa savet gant 18 soudard alaman hag un dek bennak a ajanted titouriñ gall, en o zouez un nebeud broadelourien vreton, evel André Geffroy (lesanvet « Le Grand Gef »[3]), Paul Le Rest (a orin eus Brest) hag Hervé Botros[4], a orin eus Lanneur (gwallvrudet e oa evit bezañ taer ha garv e-kerzh goulennatadennoù ar rezistanted), ha rezistanted troet goude bezañ bet harzet, evel Jean Corre (eus Hañveg), harzet e fin miz Eost 1944[5],[6] ha Gabriel Poquet hag a voe « kondaonet da seizh vloaz labour-ret ».
Nav broadelour breton, ezel eus unan eus ar bezenoù breton (Bezen Perrot, Kommando Landerne, strollad ar Selbstschutzpolizei renet gant Guy Vissault de Coëtlogon, milisianed Joseph Darnand[7]…) a oa bet kondaonet d'ar marv ha fuzuilhet : Pierre Bernier (eus Pennestin), Hervé Botros (eus Lanneur, lazhet e Kemper), Guy Vissault de Coëtlogon (eus Roazhon), André Geffroy (lesanvet « Ferrand »[8], eus Peurid-ar-Roc'h), Claude Geslin (eus Roazhon), Corentin Kergoat (eus Kastellin), Joseph Le Ruyet[9] (eus Bubri) hag ar c'homandant Thomas (eus Roazhon). André Geffroy (lesanvet « Le Grand Gef »)[10], eus Lannuon, a voe kondaonet d'ar marv ivez, met kemmet e voe an tamall goude-se. Daouzek den a voe kondaonet d'ar marv dre zesfailh : Michel Chevillotte (eus Brelez), Louis Feutren (eus Roazhon), Gilbert Foix (eus an Alre), Yann Goulet (eus Sant-Nazer), Hervé Le Helloco (eus Pondi), Guy Hernot (eus Sant-Tegoneg), Edmond Joly (eus Roazhon), Célestin Lainé (eus Naoned), Jean L'Haridon (eus Kastellin), Auguste Ménard (eus Gwitreg), Olier Mordrel, kondaonet dija d'ar marv e 1939 asambles gant Frañsez Debauvais, hag Ange Péresse (eus Bubri) ; kemmet e voe ar c'hastizoù ha goude-se distaolet.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Herbert Schaad a oa bet barnet gant ul lez-varn dibad eus nerzhioù lu Pariz, eus ar 26 betek an 28 a viz Du 1951, en abeg da lazhadegoù, muntroù, taolioù ha gloazadennoù a-youl vat, preizhadennoù, tanioù-gwall torfedel, an holl anezho sevenet etre Ebrel hag Eost 1944 e korn-bro Landerne. Kondaonet e voe d'al labour-ret dibad met dieubet e voe d'ar 26 a viz Even 1954
- ↑ Le passé trouble d'Edouard Leclerc pendant l'Occupation
- ↑ André Geffroy, dit "Le Grand Gef"; d'ar 15 a viz C'hwevrer 1945 eo « kondaonet d'al labour-ret dibad, ar pezh a laka sevel ur barrad kounnar er boblañs a soñje e vije kondaonet d'ar marv » - A-stroll, 1939-1945 en Centre-Bretagne, Tome 4: Des lendemains qui chantent, p. 180-181, Liv'Éditions, Ar Faoued, 2006, (ISBN 2-84497-096-6).
- ↑ Hervé Botros, e servij Gestapo Montroulez, a oa bet e Plouganoù evel ur rezistant hag en devoa flatret ur strollad anezho a oa war-nes sevel un trap nozvezh an 9-10 a viz Even 1944. Evit kuzhat e oa bet oc'h emezeliñ el Lejion estrañjour e-kerzh an Dieubidigezh. Botros a voe harzet d'an 28 a viz C'hwevrer 1945, barnet e Kemper, kondaonet d'ar marv ha fuzuilhet d'ar 7 a viz Du 1945 - Jean Bouteiller, Michel Guillou ha Jean-Jacques Monnier, "Été 1944. Résistances et Libération en Trégor", Skol Vreizh, 2004.
- ↑ E « emzalc'h el lez-varn a feuk an holl destoù »; kondaonet d'ar marv, ur c'hastiz troet e « labour-ret dibad » dre un dekred eus an 12 a viz Meurzh 1945
- ↑ Collectif, 1939-1945 en Centre-Bretagne, Tome 4: Des lendemains qui chantent, pajenn 181, Liv'Éditions, Ar Faoued, 2006, (ISBN 2-84497-096-6)
- ↑ Milisianed vreton eus ur strollad aozet gant Joseph Darnand ha staliet er 25, straed d’Échange e Roazhon o devoa boureviet tud ivez; e-touez izili ar strollad-se edo Di Constanzo, Lucien Imbert, Émile Schwaller ha Raymond Du Perron de Maurin, a orin eus Dinarzh, emezelet en LVF, komiser rannvroel evit an aferioù yuzev, penn rannvroel ar Milice.
- ↑ André Geffroy (lesanvet Ferrand), ganet d'ar 4 a viz Eost 1921 e Peurid-ar-Roc'h, gov, ezel eus ar Bezen Perrot, a voe fuzuilhet e-kerzh an Dieubidigezh d'ar 17 a viz Gouhere 1946 e Roazhon
- ↑ Joseph Le Ruyet, genidik eus Bubri, ajant eus strollad Guy Vissault de Coëtlogon, treuzwisket en ur rezistant, a oa deuet a-benn da vezañ degemeret e meur a strouezheg, ar pezh en doa degaset meur a harzadenn e miz Du 1943 (Jean L'Hours, Le Doaré ha Flaud) e rannvro Kastellin, ha goude-se 17 rezistant d'ar 7 a viz C'hwevrer 1944 e Bubri, Kamorzh, Kistinid ha Baod; kondaonet d'ar marv gant lez-varn justis Roazhon, fuzuilhet e Roazhon d'ar 5 a viz Du 1946
- ↑ André Geffroy, lesanvet "Le Grand Gef", ganet e 1911 e Lannuon, ezel eus Servij Ispisial Célestin Lainé hag eus Kommando Landerne, hag a oa bet o kemer perzh goude-se e skrapadennoù Kallag ha Sant-Nikolaz-ar-Pelem - gwelet Françoise Morvan, "Miliciens contre maquisards : enquête sur un épisode de la Résistance en Centre-Bretagne", embannadurioù Ouest-France, 2013, (ISBN 978-2-7373-5063-4) ; kondaonet e voe d'al labourioù-ret pa voe dieubet Bro-C'hall, goude-se e voe kondaonet d'ar marv, met kemmet e voe an tamall, ha dieubet goude ur c'hampagn eus Iwerzhon ha Bro Gembre.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Louis Blaudy, Le Kommando de Landerneau (17 avril - 6 août 1944), memor master 2, Skol-veur Breizh-Izel, 2021-2023