Koktel Molotov

Ur c'hoktel Molotov zo un arm entaner hag a c'hall bezañ fardet aes diwar ul liñvenn danus (strilheoul pe alkool peurliesañ), ur voutailh wer, hag un tamm lien. Anvet eo diwar Vyatcheslav Molotov (1880-1986), bet ministr Aferioù estren an URSS etre 1939 ha 1946.
Mont en-dro
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Al liñvenn danus a vez lakaet en ur voutailh wer. Gallout a reer ouzhpennañ danvezioù all enni, evel polistiren pe eoul-keflusker da skouer, evit degas perzhioù disheñvel d'ar meskaj. A-raok bannañ ar c'hoktel e lakaer tan en tamm lien stag ouzh ar voutailh : pa dizh ar c'hoktel ar vukenn e tarzh gwer an endalc'her hag e vez plantet tan el liñvenn, a vez strewet war al lec'h stoket, en ur ledañ mui pe vui hervez he aozennoù. Ar voutailh a c'hall bezañ stouvet pe gant an tamm lien e-unan, pe gant ur stouv klasel, e lij da skouer.
A-wechoù e c'heller implijout danvezioù hipergolek evit tanañ ar meskaj, evel trenkenn sulfurek (H2SO4) er strilheoul ha klorat kaliom (KClO3) war an tamm lien. An daou zanvez a zazgwered etrezeo evit lakaat tan el liñvenn. Dañjerusoc'h c'hoazh eo an doare-se.
Implij
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Testeniekaet eo implij boutailhadoù entaner gant soudarded ar jeneral Francisco Franco e-kerzh Brezel diabarzh Spagn : e miz Gouere 1936, e-kerzh Emgann Seseña e Proviñs Toledo, ober a rejont gante evit distruj tankoù T-26 ar Republik. Implijet e voent gant Finniz er Brezel Goañv (1939-1940) ; gante e voent lesanvet Molotovin cocktail evit ober goap eus Vyatcheslav Molotov, ministr aferioù estren o enebourien soviedat[1].
Abalamour d'ar c'hoktelioù Molotov bezañ marc'hadmat hag aes da fardañ, implijet e vezont gant manifesterien a-enep ar polis da skouer[2][3][4], e-kerzh brezelioù asimetrek evel Norzhiwerzhon e dibenn an XXvet kantved hag e bandenn Gaza abaoe 2023[5]), pe diwar atiz ar Stadoù o-unan, evit armiñ ar boblañs a-enep un alouber, evel er Rouantelezh-Unanet e 1940 hag en Ukraina e 2022[6].
- Ur soudard karlourat e Brezel diabarzh Spagn.
- Koktelioù Molotov fardet e-kerzh Emsavadeg Varsovia (1944).
- Siviled o prientiñ koktelioù Molotov e Kyiv, d'ar 26 a viz C'hwevrer 2022.
- Disoc'h ur c'hoktel Molotov kouezhet war al leur e 2007 en Alamagn, en ur vanifestadeg a-enep ar G8.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Pierre Ropert, Du "cocktail Molotov" au "Bandera smoothie" ukrainien : histoire d'une arme incendiaire, France Culture, 10/03/2022 (lennet d'an 13/09/2026)
- ↑ (fr) CPE : des manifestants lancent des cocktails Molotov sur les gendarmes à Rennes (AP), APA, 17/03/2026 (diellet, lennet d'an 13/09/2026)
- ↑ (fr) Juliette Moreau Alvarez, Manifestation du 1er-Mai à Paris: le policier brûlé par un cocktail Molotov toujours hospitalisé, BFM, 02/05/2023 (lennet d'an 13/09/2026)
- ↑ (fr) Donald Weber, Santé ! Les jolis cocktails Molotov de la révolution ukrainienne, Vice, 07/03/2014 (lennet d'an 13/09/2026)
- ↑ (fr) Cisjordanie : Deux adolescents tués par l’armée israélienne pour avoir lancé des cocktails Molotov, 20 Minutes, 07/11/2025 (lennet d'an 13/09/2026)
- ↑ (fr) James Stout, En Ukraine, le recours massif aux cocktails Molotov pour résister, National Geographic, 11/03/2022 (lennet d'an 13/09/2026)