Mont d’an endalc’had

Koktel

Eus Wikipedia
Koktel
Iskevrennad eusmixed drink, Died alkoolek Kemmañ
Danvez implijetdrinking vessel, evaj, cocktail garnish Kemmañ
Arouezenn Unicode🍸 Kemmañ
Enebet ouzhnon-alcoholic mixed drink Kemmañ
Roll elfennoùlist of cocktails Kemmañ

Ar c'hoktel a zo un evaj fardet o veskañ meur a aozenn, en o zouez un died alkoolek alies. An aozennoù all a c'hall bezañ diedoù alkoolek all, chug frouezh, siros, soda pe dour gazek, kafe, dour tomm, vi pe dienn. Ar c'hokteloù "hiniennel" a vez aozet en ur shaker gant skorn pe en ur werenn goktel war-eeun, ar c'hokteloù "stroll" a vez graet en ur saladennouer bras pe ur jarl, evel ar punch, ar sangria hag ar godinette, ur c'hoktel gant sivi anavezet e Breizh-Uhel dreist-holl.

Kykeon a oa un evaj, ur seurt koktel roet da evañ e-pad lidoù Henc'hres. Kalz kokteloù a zo bet ijinet abaoe dibenn an XIXvet kantved hag a-hed an XXvet kantved dreist-holl. Hiziv an deiz eo brudet lod anezho dre ar bed. Rummet eo bet ar c'hokteloù pennañ gant an IBA (International Bartenders Association). An diforc'h a c'haller ober etre ar shorts drinks (etre 5 ha 7 sl) hag ar long drinks (ouzhpenn 14 sl, etre 20 ha 25 sl peurliesañ).

Anvioù dibar a vez alies gant ar c'hokteloù. Setu un nebeut skouerioù :

  • Bloody Mary : vodka, chug tomatez, chug suraval, spisoù
  • Cuba libre : rom ha kola
  • Tango, pe "Quenn Mary" e saozneg : bier ha siros greunadin, ur "Monaco" a vez graet anezhañ pa vez ouzhpennet limonadez.
  • Dry Martini : gin, vermouth gwenn sec'h ha sukr
  • Gin fizz : gin, chug suraval ha sukr
  • Embuscade : gwin gwenn, bier, kalva ha greunadin.
  • Alexander : kognag, dienn kakao ha dienn
  • Piña colada : rom, chug ananaz ha dienn kraoñ kokoz
  • Margarita : tequila, likor orañjez, chug suraval glas
  • kir : gwin gwenn ha likor kastrilhez-du
  • Manhattan : wiski, vermouth ruz ha likor c'hwerv

Kokteloù hep alkool :

  • diabolo : limonadez ha siros (greunadin, bent, sivi...)
  • Shirley Temple : ginger ale, limonadez hag un dakenn greunadin

Skouerioù kokteloù tomm :

  • Irish coffee : wiski Iwerzhon, kafe tomm, sukr, dienn.
  • grog : rom, dour tomm, chug suraval pe sukr pe mel, a-wechoù kanell.