Kodianañ


Kodianañ[1] zo, evit soudarded pe kadourien all, kement hag asantiñ paouez d’en em gannañ e-doug prantadoù brezel. Talvezout a ra kement hag asantiñ bezañ trec’het gant an enebourien ha lezel anezho da vezañ mestr war ar vro pe un tamm anezhi (kêrioù, kreñvlec’hioù, armoù…). C’hoarvezout a ra da-heul ur c’heñver nerzhioù pe diwar emglev gant an nerzh enebour. Evit ur bagad dibar pe ur gêr hag un tiriad e c’hell talvezout an emglev. Ur Stad emveliek a c'hell kodianañ goude bezañ kollet ur brezel, alies dre sinañ un emglev peoc'h pe un emglev kodianañ. Ur godianidigezh war un dachenn-emgann, gant un hinienn pe urzhiet gant un ofiser, a laka ar soudarded-se da dreiñ da brizonidi brezel gwarezet hiziv-an-deiz gant Kenemglevioù Geneva.
Tra ma'z eo an arsav-brezel ur goulenn ma vefe paouezet gant an emgann e-pad ur pennad hir pe hiroc'h, kodianañ zo echuiñ da vat gant an emgannoù hag en em zaskor d'an enebourien.
Pa vez kodianet gant an enebour e klask pennoù ar gadourien ober emglev, war an dachenn-emgann, evit ma vo doujet ouzh perc’henniezh ar madoù prevez hag ouzh frankiz ar relijion, ha lakaet e vez ar soudarded faezhet da brometiñ ne vezint ket dindan ar armoù e-pad ur prantad amzer termenet.
Skouerioù kodianidigezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 7 a viz Mae 1945 : kodianidigezh an Trede Reich sinet e Reims war talbenn ar C'hornôg.
- 8 a viz Mae 1945 : kodianidigezh an Trede Reich sinet e Berlin war talbenn ar Reter.
- 2 a viz Gwengolo 1945 : sinadur kodianidigezh Japan war vourzh an USS Missouri, er Meurvor Habask.
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Testeniekaet er skridoù abaoe 1938 hervez Devri. Gwelit ivez meur a skouer e Geriaoueg ha notennoù yezh Yeun ar Gow, Hor Yezh, 2000, p. 80 (ISBN 2-910699-43-9).