Mont d’an endalc’had

Koñfitur

Eus Wikipedia
Koñfitur
Iskevrennad euskaotigell, boued Kemmañ
Bro orinFrañs Kemmañ

Koñfitur a zo ur meskad tammoù frouezh ha sukr poazhet a-gevret en ur gaoter pe ur gastelodenn. Kaotañ (gelekaat) a ra en ur yenaat a-drugarez d'ar molekulennoù pektin a zo er frouezh. Pouezus eo ar gelekadur evit kaout un tekstur na re liñvel na re fetis. Tost-tre eo ar choñfitur ouzh ar gaotigell, met blotoc'h e vez peurliesañ. Un diforc'h all eo e vez graet ar c'hoñfitur gant bouedenn ar frouezh, ar pezh n'eo ket gwir evit ar gaotigell a vez graet gant chug ar frouezh hepken. An daou a zo teknikoù damheñvel da virout ar frouezh avat.

Sivi, abrikez ha mouar a zo frouezh implijet alies evit ober koñfitur, met gant an holl frouezh e c'hall bezañ aozet e gwirionez. Flamboez, orañjez, lus, prun, kerez... a zo skouerioù all eus frouezh implijet evit ober koñtitur. Gallouot a reer ober koñfitur gant legumaj zo ivez : berjinez (kaviar), kourjetez, kokombrez, karotez, triñchin, ognon, tomatez glas ha ruz, patatez dous, skilbebr ruz, sitrouilhez… Bez eus ivez koñfitur petalennoù roz pe agroaz, ar petalennoù a zo mat da zebriñ met n'int ket plijus da zebriñ kriz. Dre astenn-ster e komzer eus koñfitur laezh, graet gant laezh-dienn pe laezh koazhet. Evit ar c'histin e komzer eus "yod kistin" kentoc'h.

Evel ar gaotigell e c'hall ar c'hoñfitur bezañ debret war un tamm bara, e-barzh ur yaourt plaen pe ur vignezenn. Gant boued sall, kig da skouer, e c'haller debriñ koñfiturioù zo (koñfitur ognon da skouer) hag e broioù zo (koñfitur lus-gwern e broioù Norzh Europa).

Talvoudegezh vezhurel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
O tebriñ un tamm bara gant koñfitur.

Plijus eo ar c'hoñfitur da zebriñ, met ne zegas ket maguzennoù dedennus kenañ : kalz glukid a zo ennañ, hag un nebeud gwiennoù. Tost an holl vitaminoù a zo distrujet e-pad ar poazhañ.