Kloued (kumun)
- Ur pennad kloued zo ivez.
Kloued | ||
---|---|---|
![]() Kastell Clayes-Palys. | ||
![]() | ||
Anv gallaouek | Claès | |
Anv gallek (ofisiel) | Clayes | |
Bro istorel | Bro-Sant-Maloù | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Il-ha-Gwilen | |
Arondisamant | Roazhon | |
Kanton | Meled | |
Kod kumun | 35081 | |
Kod post | 35590 | |
Maer Amzer gefridi | Philippe Sicot 2020-2026 | |
Etrekumuniezh | Roazhon Meurgêr | |
Bro velestradurel | Bro Roazhon | |
Lec'hienn web | http://www.clayes.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 910 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 213 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 65 m — brasañ 109 m | |
Gorread | 4,28 km² | |
kemmañ ![]() |
Kloued (Clayes e galleg) a zo ur gumun eus Breizh e Kanton Meled e departamant Il-ha-Gwilen.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Erwan Vallerie ː Cleis, 1122; Cleiis, 1122; de Clees, 1158; Clayes, 1266; Claie, XVIvet
Gerdarzh
- Hervé Abalain ː eus cleta = peulgae
- Emb. Flohic ː marteze eus latin clitas, kloued
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
En aour e wezenn diframmet en geot
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Kloued zo un tamm distaget eus Pleveleg.
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: embannet e voe bout mennet da nac'h al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant ar person, Lesné e anv[2].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Seizh gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.l.e. 2,70% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[3]; daou anezhe a varvas d’an 22 a viz Eost 1914 e Belgia, unan e Virton, soudard e oa er 130vet Rujumant Troadegiezh[4], unan e Châtelet, soudard e oa er 136vet Rujumant Troadegiezh[5].
Eil brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- D'an 29 a viz Mae 1943 e kouezhas ur c'harr-nij B-17F-20-DL (anvet "Cabin Heater", marilhet 42-3042 ha kodet AW-?) eus aerlu SUA (United States Army Air Forces) e "Launay-Robert" e Kloued; seizh nijour eus e laz a varvas (douaret e voe unan anezhe er Brittany American Cemetery e Brittany American Cemetery e Montjoie-Saint-Martin e departamant Manche e Bro-C'hall), an tri all a voe tapet gant an Alamaned[6].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Iliz katolik Sant Pêr (XIIet; XVIIIvet; XIXvet)
- Kastell Clayes-Palys (deroù XVIIIvet)
- Maner Plessis-de-Clayes
- Maner la Rivière (XIXvet)
- Monumant ar re varv[7],[8],
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
Meurzh 2001 | Meurzh 2008 | Jean-Claude Guinard | ||
Meurzh 2008 | Meurzh 2014 | Paulette Richeux | Kontourez | |
Meurzh 2014 | → bremañ | Philippe Sicot[9],[10] | ||
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. |
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
de la Bourdonnaye-de-Liré,
aotrounez ar barrez |
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Hervé Abalain : Les noms de lieux bretons. Les Universels Gisserot. 2000
- Daniel Delattre : L'Ille-et-Vilaine. Les 352 communes. 2004
- Embannadurioù Flohic : Le Patrimoine des communes d'Ille-et-Vilaine. 2000
- A. Marteville & P. Varin, warlec'hien Ogée : Dictionnaire historique et géographique de la province de Bretagne, dédié à la Nation bretonne. Molliex. Rennes. 1843. Editions Régionales de l'Ouest. Mayenne. 1993
- J.B. Ogée : Dictionnaire historique et géographique de la province de Bretagne, dédié à la Nation bretonne. 1780
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Adhésion de Messieurs les Recteurs, Curés et autres ecclésiastiques du diocèse de Saint-Malo, en Bretagne, A l'exposition des principes sur la Constitution du Clergé, adressée à MM. les Evêques députés à l'Assemblée nationale, Imprimerie de Crapart, place Saint-Michel, Pariz, Bro-C'hall, p.17
- ↑ [1] Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
- ↑ Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
- ↑ Pertes USAAF
- ↑ Memorial Genweb (roll)
- ↑ Memorial Genweb (luc'hskeudennoù)
- ↑ « Philippe Sicot a été élu maire de la commune », Ouest-France, 31 mars 2014.
- ↑ « Philippe Sicot a été élu maire de la commune », Ouest-France, 31 Meurzh 2014.