Klotenn

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask


Ur glotenn zo graet gant ur son, pe ur soniad, a zo heñvel e dibenn daou c'her disheñvel, a lakaer e diwezh gwerzennoù : a-wechoù div werzenn, a-wechoù muioc'h. An testennoù gant klotennoù a vez renket er gennad lennegel a reer ar varzhoniezh anezhi. Ar c'hlotennerezh eo a vez graet eus an doare da sevel klotennoù.

Skouer: teir gwerzenn gant ur glotenn.

Mab ar c'hadour a lavare
A lavare d'e dad ur beure
Marc'hegerien war-lein ar bre
Barzaz Breiz, gant Kervarker.

Klotennoù a gaver

Diazez ar werzaouriezh (pe ar gwerzaouiñ) eo bet ar glotenn, el lennegezh vrezhonek koulz hag e hini yezhoù ar broioù nes da Vreizh en amzerioù modern. E penn ar Grennamzer e veze dalc'het da stumm latin ha gresianek ar werzaouriezh diazezet war bepeiladur ar soniadoù hir hag ar sonioù berr. Ar varzhoniezh latin e Breizh (Marbod ha Maronad Yezekael, da skouer) a zo skouerioù an hengoun-se.

Klotennerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Barzhoniezh hep klotennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En XXvet kantved avat ez eus bet diorroet ur varzhoniezh ha n'eo ket diazezet war ar c'hlotennoù e dibenn pep gwerzenn . Zavier Langleiz an hini a zo bet da gentañ oc'h arnodiñ an doare nevez-se.

Klotennerezh brezhonek a-vremañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur vogalenn heñvelson d'an nebeutañ a ranker klevet e dibenn div werzenn a lakaer da glotañ.
Skouer:
Ma c'halon a zo frailhet dre nerzh ma enkrezioù
Ma daoulagad entanet n'o deus mui a zaeloù.
Diazezet eo klotenn an div werzenn-mañ, gant Prosper Proux, war ar vogalenn [u].

Peurvuiañ e vez un tammig pinvidikoc'h ar glotenn, gant ur vogalenn hag ur gensonenn: da skouer e ha d. Skouer:

Ha hep dale, siwazh, e vo ar Vretoned

Henvel eus tud Bro-C'hall pe eus an Normanted.

Ral eo gwelout klotennoù diazezet war div silabenn:

Petra a c'hoarvezo? ... O Breizh ma bro garet,

Ma c'halon a zo trist ha meurbet glac'haret !

Evel a weler e gwerzennoù Proux pe re Fañch an Uhel da-c'houde, n'eo ket trawalc'h ar c'hlotennoù d'ober barzhoniezh.


Klotennerezh brezhonek kozh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er varzhoniezh kembraek koulz hag er varzhoniezh brezhonek e kaver ur boaz kozh da sevel ar c'hlotennoù a vez graet klotennoù diabarzh anezho. An doare kozh-se a oa bet dilezet el lennegezh vrezhonek da vare diwezh ar XVIIvet kantved abalamour d'an diaez ma oa he sevel. Abaoe deroù an XXvet kantved avat ez eus bet savet barzhonegoù nevez oc'h implijout ar glotennerezh brezhonek kozh.

Sevel gwerzioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Embannet e oa bet gant Al Liamm ul levrig anvet Diazez ar sevel gwerzioù, gant Frañsez Kervella (embannet da gentañ er gelaouenn Al Liamm).

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]