Mont d’an endalc’had

Klinikenn

Eus Wikipedia
klinikenn
Iskevrennad eusensavadur yec'hed, framm saverezh Kemmañ
Rann eushealth care Kemmañ

Ur glinikenn a vez graet eus un ensavadur yec'hed hag a bled dreist-holl gant pareañ klañvourien ha na chomont ket pell. Ar c'hlinikennoù a c'hell bezañ prevez pe foran, kement a-fed merañ pe arc'hantaouiñ. Ober a reont dreist-holl war-dro ar They prederioù diazez hag a vez gant ar gumuniezh o vevañ war trowardroioù an ensavadur. Disheñvel eo diouzh an ospitaloù brasoc'h hag a vez gant un dachenn kalz ledanoc'h a bareoù arbennik hag a ro bod d'ar c'hlañvourien evit padelezhioù kalz brasoc'h.

An droienn saoznek clinic a ra dave d'un ensavadur hag a bled gant medisinerezh ledan, o kaout ur medisin pe meur hag o reiñ pareoù diazez, gellout a ra ivez bezañ implijet evit ober anv eus klinikennoù medinisinerezh arbennik. Lod klinikennoù a zalc'h an anv klinikenn padal ez int ensavadurioù ken bras evit ospitalioù pe skolioù medisinerezh.

E Breizh eo evel e Bro-C'hall, implijet e vez an droienn ""klinikenn" [1] en un doare tort, ar glinikenn a vije un ospital prevez padal an ospital a vije foran dre ret [2]. Gwelloc'h e vije neuze d'ober gant ospital foran pa vez foran hag ospital prevez pa vez prevez[3], rak lod klinikennoù a zo prevez (ospital prevez gant ur pal foran) met digorvo.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]