Kleze-baionetez stumm 1886

Ar c’hleze-baionetez stumm 1886 (galleg : épée-baïonette modèle 1886) zo un arm gwenn lakaet e servij en arme c’hall e 1887, evit bezañ savet dindan kanol he fuzuilh standart Lebel. Brudet eo evit bezañ implijet e-pad ar Brezel-bed Kentañ, ma tapas al lesanv «Rosalie»[1]. Savet e voe ivez war fuzuilhoù Berthier 07/15 gall.
Deskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]405 gram e oa pouez ar c’hleze-baionetez, ha 640 mm e oa e hirder. E laonenn penn-kroaz a oa bet savet evit uhelaat ar gloazadennoù hag ar riskloù gwadliñv diabarzh pa veze troet eus ur c’hard tro e korf an den taget[2]. Tri doare eus an arm a zo produet : an hini kentañ (1886-1890) a oa berr he steudenn. War an eil stumm (1890-1916) e voe hiraet ar steudenn ; diskenn a rae betek penn troad ar c’hleze-baionetez. An trede stumm, produet adalek 1916, a oa simplaet e droad evit aesaat labour an uzinoù da vare ar brezel[3].
Implij
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E levrioù-stummañ an arme c’hall savet a-raok 1914 e oa pouezus an emgannoù krog ha krog, ha desket e veze d’ar soudarded implijout o baionetezioù war an dachenn[4]. E trañcheoù ar Brezel-bed Kentañ e tiskouezas an armoù gwenn-mañ bezañ diaes d’ober gante, pa oa 1825 mm hirder hollek ur fuzuilh Lebel hag he baionetez da skouer[3]. Ma voe lakaet ar baionetezioù war-wel gant ar propaganda, nebeud a bouez o doe en emgannoù e-keñver ar c’hanolierezh hag ar mindrailherezioù da skouer. Dilezet e voent memes tamm-ha-tamm evit armoù evel ar c’hontilli pe bizhier dezhe tammoù houarn war o fennoù, aesoc’h da zornata pa veze anv da « naetaat » trañcheoù an enebourien[2].
Er sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Théodore Botrel en deus skrivet ur ganaouenn vroadelour anvet Rosalie e 1916, en enor d'ar c'hleze-baionetez stumm 1886[5].
- Georges Brassens en deus meneget an arm en e ganaouenn Les Patriotes (1976).
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Les Baïonnettes Réglementaires Françaises de 1840 à 1918, La Gazette des Armes Hors Série N°7, 78 p.
- (fr) AUBRY Bernard, L'Histoire de la baïonnette française à travers les siècles, Éditions du Brevail, 2014, 256 p., ISBN 978-2954530451
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Le fusil modèle 1886/93, dit fusil Lebel, Musée de l'Armée (pellgarget d'an 03/04/2025)
- ↑ 2,0 ha2,1 (fr) Histoires 14-18 : la baïonnette Rosalie, France 3 Grand Est, 11/06/2020 (lennet d'ar 04/04/2025)
- ↑ 3,0 ha3,1 (fr) Baïonnettes modèle 1886 et 1886-15 « N 1437 », Géraldbaios, 16/03/2021 (lennet d'ar 04/04/2025)
- ↑ «La baïonnette est l'arme suprême du fantassin. Elle joue le rôle décisif dans l'assaut vers lequel doivent tendre résolument toutes les attaques, et qui, seul, permet de mettre définitivement l'adversaire hors de cause.» Tennet eus Réglement de manoeuvre d'infanterie embannet gant Ministrerezh ar Brezel gall, 20/04/1914, §121, p. 68 (lennet war Gallica, 04/04/2025)
- ↑ (fr) Rosalie, Histoire de France en Chansons (lennet d'ar 04/04/2025)
| |||||||||||||||||||||||