Kler Çaku
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.

Kler Çaku a zo bet ganet d'ar 4 a viz Meurzh 2010 e Shkodër en Albania.
Ur c'hoarierez echedoù albanat eo.
Mestrez-veur (Maouezi) (Woman FIDE Master) eo abaoe 2024[1].
Mestrez Veur an Arena eo[2].
E miz C'hwevrer 2021 e oa bet trec'h e Gouel Echedoù Yaouankizoù ar Bed, aozet gant Lichess.
E miz Kerzu 2021 e oa bet gounezet gant Kler Çaku an tournamant enlinenn "Rudaga-Kaissa 2021" e rummad ar merc'hed e-dan daouzek vloaz[3].
E miz Kerzu 2022 e voe trede e Kampionad Europa Blitz ar Yaouankiz e Thessaloniki gant daouzek poent[4].
E miz Gwengolo 2022, Kler Çaku a c'hoarias e kampionad echedoù yaouankiz ar Balkanoù 2022, tapout a reas ar vedalenn aour evit ar merc'hed e-dan daouzek vloaz e Standard, ar vedalenn aour e Tournamant Blitz kemmesk hag e Tournamant Blitz ar merc'hed en Open e-dan daouzek vloaz hag ar vedalenn arc'hant e Tournamant buan ar merc'hed e-dan daouzek vloaz[5].
E miz Du 2022 en Antalya, e Turkia, Kler Çaku a echuas an tournamant er pempvet plas, o tapout 6,5/9, ne gollas partienn ebet[6].
E miz C'hwevrer 2023 e c'hounezas Kler Çaku an tournamant World Chess Junior e rann ar merc'hed G14, 4,5/5 [7].
E miz Kerzu 2023 e voe trec'h e tournamant Fonnapl gant seizh trec'h ha div bartienn rampo e Kampionad Europa ar Yaouankiz Fonnapl ha Blitz e Terme Čatež e Slovenia. En tournamant Blitz e voe en eilvet plas goude an dirampoiñ[8].
- E mizioù Gouhere hag Eost 2022 he deus c'hoariet evit ar wech kentañ e skipailh albanat ar Maouezi er 44vet Olimpiad echedoù 2022 e Chennai ouzh an deirvet tablezenn, o tapout 5/10, pezh a roas dezhi an titl a WCM[9].
- E miz Kerzu 2024 e c'hoarias ouzh an deirvet tablezenn e skipailh Albania e 45vet Olimpiad ar Maouezi e Budapest, o tapout 6,5/10 c'hoari, pezh a dalvas dezhi dont da vout Woman Fide Master (WFM) [10].
- Trec'h e voe e 2021, d'an oad a 11 vloaz, gant un hanter-boent dirak Eglantina Shabanaj, bet pevarzek gwech kampionez albanat ar Maouezi[11].
- E miz Du 2023, e tapas an eilvet plas er c'hampionad, gant 6,5/8 (+ 6, =1, - 1) [12].
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en)FIDE
- ↑ (en)FIDE
- ↑ (en)Profile Info: Caku, Kler - FIDE
- ↑ (en)European Youth Rapid & Blitz Champions crowned in Thessaloniki FIDE
- ↑ (sq)Kampionati Ballkanik Për të Rinj me grupmoshat U 18-U 8- Cetinje, Mal i zin d'an 8 a viz Here 2022 [1]
- ↑ (sq)Chess Results
- ↑ (en)chess.com
- ↑ (en)Europe Chess Union
- ↑ (en)44th Chess Olympiad
- ↑ (en)Chess Results
- ↑ (sq)Chess Results
- ↑ (sq)Chess Results