Glaoda ar Prad

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Klaoda 'r Prad)
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Poltred Glaoda ar Prad en Marvailhou ar Vretoned e-tal an tan, 1907

Glaoda ar Prad, skrivet Klaoda 'r Prat gantañ e-unan, (Brest, 25 a viz Genver 1875 - Vern-d'Anjou, 13 a viz Ebrel 1926), lesanvet Barzh Plougastell, a oa ur c'helenner, ur skrivagner hag un troour brezhonek katolik.
Meur a anv-pluenn en doa : Pluenzir, Barz Ab Breiz, Barz Plougastell, Klaoda, Klaoda Gersadiou ha marteze Klaod Koz.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eus Plougastell e oa e dud, ha di ez ejont en-dro da chom pa oa 4 bloaz o mab. Eno, e Kerzadiou, e voe desavet. Mont a reas da vevel da skol al Likez e Kemper, met lakaet e voe war ar studi, ha kaset goude da zeskiñ ar vicher skolaer.

E-pad 23 bloaz e reas skol e Landivizio. Skol a reas evel-se da Jos-Pêr ar Braz (barzh Dirlemm) ha Fañch Elies (Abeozen).

E 1905, da 30 vloaz, e krogas da skrivañ brezhoneg, betek ma teuas ar Brezel-bed kentañ. Neuze e rankas mont d'an arme. E 1916 e timezas d'un Dregeriadez, Loeiza Charran. Goude ar brezel e voe teñzorer Feiz ha Breiz.

E 1924 ez eas da gelenn da Anjev. Eno e varvas daou vloaz goude. Beziet e voe e Kervaria-Sular, e Treger, bro e wreg.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skrivañ a reas kontadennoù, barzhonegoù, kantikoù, pezhioù-c'hoari ha pennadoù e-barzh Feiz ha Breiz.

  • An Teir C'had, Sant-Brieg, Ti moulerezh Sant Gwilherm[1]
  • Ar Mevel laër
  • Mouez reier Plougastell, 1905
  • Marvailhou ar Vretoned e-tal an tan, 1907
  • Trubuilhou An Aotrou Gargam pe Torrou-penn an deiz kenta'r bloaz, Sant-Brieg 1909. Pez-c'hoari farsus e daou Arvest.
  • Chomit er gêr !, Redon, 1913[2]
  • Ar bugel hag ar Barz, Revue de Bretagne, Vol. XXXVIII, 07-12/1907
  • Buez Arzur a Vreiz
  • Kentoc'h mervel !
  • Levrig-dourn trede-urz Sant Fransez, 1912.
  • Nozveziou an Arvor
  • Rimadellou Brezonek, 1911.
  • Sonjezonou devot

Troidigezhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]