Mont d’an endalc’had

Kistin-Roazhon

Eus Wikipedia
Ur pennad Kistin zo ivez.
Kistin-Roazhon
Iskevrennad eusnut, kraoñ, glans Kemmañ
Livrous, gell Kemmañ
Natural product of taxonCastanea sativa, Castanea crenata Kemmañ
Arouezenn Unicode🌰 Kemmañ

Kistin-Roazhon, pe kistin hepken, a zo frouezh mat da zebriñ ar gwez-kistin. Ar memes liv ha kistin-Spagn o deus, met n'int ket frouezh ar memes gwez. Gwarezet eo pep div pe dri c'histinenn en ur glorenn spernek anvet an dorgenn. Pa'z eo darev an dorgenn en em zigor evit dieubiñ he c'histinennoù.

Etre 10 ha 25 g. eo pouezh ur gistinenn hervez ar seurtad. 700 seurtad a zo[1],[2].

Dibab dorn kistin sec'het a-raok bezañ brevet evit kaout ur bleud eus ar gwellañ e milin gêr Fabbriche di Vergemoli en Italia. Miz Kerzu 2019.

Eost ar bed kistin eo 1 milion a donennoù (FAO 2002).

Ar produiñ gall, en Ardèche (26 %), e Dordogne hag e Var dreist-holl, eo tro-dro 12000 tonenn bep bloaz e 2004, pa oa 110000 tonenn e 1945[3]. N'eo ket bastet d'an ezhommoù gall gant ar produadur, evit produioù oberiet zo da gentañ, enporzhiet e vez etre 13000 ha 14000 tonenn hag ezporzhiet tost da 2000 tonenn gant Bro-C'hall[4].

E 2006 e voe krouet an AOK Kistin Ardèche gant an INAO. Un hektar gwez-kistin a c'hall produiñ etre 1 ha 4 tonenn a gistin bep bloaz (hervez ar gouennoù) marc'hataet gant ar produer e 2009 etre 1 ha 2.5 euro/kg (hervez ar gouennoù).

Produadur bloaz kistin (e tonennoù)

Roadennoù ar FAOSTAT (FAO)

Stad 2003 2004
 Sina 715 000 69 % 715 000 69 %
Banniel Sukorea Sukorea 72 405 7 % 72 405 7 %
 Italia 50 000 5 % 50 000 5 %
Banniel Turkia Turkia 48 000 5 % 48 000 5 %
Bolivia Bolivia 35 000 3 % 35 000 3 %
Portugal Portugal 32 856 3 % 33 000 3 %
Banniel Japan Japan 25 100 2 % 25 100 2 %
Rusia 17 000 2 % 17 000 2 %
Gres Gres 12 000 1 % 12 000 1 %
Frañs Frañs 10 118 1 % 11 000 1 %
Stadoù all 24 022 2 % 24 238 2 %
Hollad 1 041 501 100 % 1 042 743 100 %
Kistinennoù en o zolgenn.
Kistin digloret.
Produadur bloaz kistin (e tonennoù), etre 2011 ha 2017, er broioù produer pennañ
Roadennoù an FAOSTAT (FAO)[5]
Stad 2011 2012 2013 2014 2015 2016 2017
 Sina 1 693 502 1 709 649 1 719 410 1 683 815 1 668 895 1 903 939 1 939 719
Banniel Sukorea Sukorea 64 586 62 345 64 184 56 552 55 593 53 600 52 764
Banniel Turkia Turkia 60 270 57 881 60 019 63 762 63 750 64 750 62 904
 Italia 56 853 59 764 55 086 51 959 51 601 52 240 52 356
Gres Gres 21 500 28 700 27 800 28 440 30 049 28 280 36 000
Banniel Japan Japan 19 100 20 900 21 000 21 400 16 300 16 500 18 700
Portugal Portugal 18 271 19 130 24 739 18 465 27 618 26 780 29 875
Banniel Spagn Spagn 16 900 15 300 17 200 16 136 16 413 16 178 15 623
Banniel Republik Poblel ha Demokratel Korea Korea an Norzh 11 000 12 000 12 000 12 156 12 100 12 363 12 540
Frañs Frañs 7 036 8 676 9 200 8 668 7 943 8 642 8 406
Albania Albania 5 200 5 800 5 451 6 590 6 600 6 040 6 220
Chile Chile 500 920 1 100 1 100 1 066 3 040 2 583
Banniel Polonia Polonia 373 460 394 400 403 413 400
Hungaria Hungaria 256 330 270 300 265 239 511

Meur a spesad gwez-kistin eus ar genad Castanea a zo e Sina : Castanea henryi, C. mollissima, C. seguini, C. crenata met n'eus ket gwez-kistin-moc'h (C. sativa) Europa[6]. Hervez Hu[7], ar spesad Castanea mollissima Blume, banli 板栗, a zo gounezet e-leizh war rozioù rannvro ar Yangtze evit e graoñ mat da zebriñ. Debret e vez ar c'histin grilhet pe keginet e meuzioù evel poudiñgoù, soubennoù hag all.

Talvoudegezh vezhurel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En un alamandezenn fresk ez eus betek 35 % glukid (ampez, sakaroz, dekstrin), 5 % fibr, met paour eo e protidoù (albuminoù) ha lipidoù. Vitaminoù a zo enni ivez, vitamin C hag elfennoù maenel peurgetket, en o zouez potasiom. Cheñch a ra ar feur sukr en amzer. Brasoc'h e vez un nebeud sizhunioù goude an dastumadeg alies.

Ouzhpenn 75 % glukid a zo er bleud kistin, ar pezh a ra anezhañ da vezañ boued energetek.

Kistin grilhet
(talvoudegezh vezhurel evit 100 g., hervez an Anses[8])
dour : 40.5 gludu hollek : g fibroù : 5.1 gtalvoudegezh energetek : 998 kJ / 236 kilokalorienn
protein : 3.17 glipid : 2.2 g glukid : 47.8 g ampez : 32 g
oligoelfennoù
kalkiom : 29 mg houarn : 0.91 mg magneziom : 33 mg fosfor : 107 mg
potasiom : 592 mg manganez : 1.18 mg kouevr : 0.5 mg sodiom : 2 mg
zink : 0.57 mg iod : 0.12 µg
vitaminoù
vitamin C : 26 mgvitamin B1 : 0.24 mg vitamin B2 : 0.17 mgvitamin B3 : 1.34 mg
vitamin B5 : 0.55 mgvitamin B6 : 0.5 mg vitamin B9 : 164 µgvitamin B12 : 0 µg
beta-karoten : 14 µgretinol : 0 µg vitamin E : 1.2 mg EAT vitamin K1 : 7.8 µg
vitamin D : 0 µg
polifenoloù hervez Phenol-Explorer[9] evit kistin kriz (bec'h keitat evit 100 g)
trenkenn elagik : 735 mgtrenkenn c'halik : 479 mgproanthokianidol trimer C-1 : 0.02 mg(+)-katekin : 0.01 mg

N'eus ket kalz danvezenn druz er c'histin, ha nebeutoc'h c'hoazh a golesterol ha natriom. Pinvidik eo e manganez.

Kistin grilhet e Plasenn Bro-Spagn e Roma.

Gounezet e vez ar gwez-kistin evit o frouezh e kalz broioù eus Europa abaoe an Henamzer. Gwechall e oa a-bouez ar c'histin evit magañ an dud e keinvro ar broioù kreizdouarel, e Limousin hag e kanton Ticino (Suis) peurgetket. Servijout a raent da vagañ ar moc'h ivez, hag an dud e-pad ar bloavezhioù kernezh.

Aozet e vez kistin e meur a zoare : kistin grilhet, yod kistin, kistin lindret... Bleud a c'haller ober diganto ivez. Kig-yar-Indez gant kistin a zo ur meuz hengounel eus noz an Nedeleg e meur a vro.

Lidet e vez an Dolgenn aour e Redon, ur gouel bep miz Here.

  1. ↑ Châtaigne : saison, conservation, comment la cuisiner e cuisine.journaldesfemmes.fr, 2025-06-16
  2. ↑ UPOV, Caractères distinctifs des variétés de châtaignier : Lenn enlinenn (Pdf).
  3. ↑ Le chancre du châtaignier en Europe e www.fao.org
  4. ↑ Mammenn:INRA.
  5. ↑ Livr gwenn ar c'histin en Europa, embannet gant ar rouedad EUROCASTANEA hag an AREFLH (Assemblée des régions européennes fruitières, légumières et horticoles), Lenn enlinenn, p.11.
  6. ↑ (en) Lec'hienn Flora of China [diell].
  7. ↑ Food Plants of CHINA gant Shiu-ying Hu, The Chinese University Press, 2005, 844 p.
  8. ↑ Taolennoù CIQUAL an Anses.
  9. ↑ Phenol-Explorer (INRA).