Kiritimati
Neuz
Kiritimati e kiribaseg (distaget: [kiɾismas]), Christmas Island (e saozneg gwechall, deuet da vezañ dispredet bremañ), zo un atoll kouralek e norzh Inizi al Linenn, e Republik Kiribati, er Meurvor Habask. An enez tudetañ eus enezeg al Linenn eo. Arnodoù nukleel a voe sevenet eno ha tro-dro gant ar Rouantelezh-Unanet er bloavezhioù 1950. Goude-se e voe reoù gant ar Stadoù-Unanet e 1962. E-pad an arnodennoù-se ne voe ket kaset kuit ar boblañs. Dre-se an dud o devoa graet war-dro an arnodennoù kement hag annezidi an enezeier a zougas klemm o c'houlenn ma vefe distaolet efedoù fall an tarzhadennoù dezho.