King's Game (manga)
| Ōsama Gēmu | |
|---|---|
| 王様ゲーム Ōsama Gēmu | |
| Rummad | Manga seinen |
| Doare | Niñvek, bredelfennerezh drama, kevrin, skol, suspense |
| Manga King's Game | |
| Senario | Nobuaki Kanawaza |
| Treser | Hitori Henda |
| Embanner | |
| Rakembann | |
| Embann | 28 Genver 2011 - 22 Mezheven 2012 |
| Levrennoù | 5 |
| Film Ōsama Gēmu | |
| Filmaozer | Norio Tsuruta |
| Produerien | Morozumi Yutaka Andrew Tamon Niwa |
| Senario | Junya Kato |
| Skinwel | |
| Skignañ | 17 Kerzu 2011 |
| Manga King's Game Extreme | |
| Senario | Nobuaki Kanawaza |
| Treser | Renji Kuriyama |
| Embanner | |
| Rakembann | |
| Embann | 28 Du 2012 - 22 Gouere 2014 |
| Levrennoù | 5 |
| Manga King's Game Origin | |
| Senario | Nobuaki Kanawaza |
| Treser | J-Ta Yamada |
| Embanner | |
| Rakembann | |
| Embann | 10 Genver 2014 - 12 Meurzh 2016 |
| Levrennoù | 6 |
| Manga King's Game Spiral | |
| Senario | Nobuaki Kanawaza |
| Treser | Renji Kuriyama |
| Embanner | |
| Rakembann | |
| Embann | 22 Genver 2015 - 11 Du 2016 |
| Levrennoù | 4 |
King's Game (王様ゲーム, Ōsama Gēmu) zo ur romant evit ar pellgomzioù hezoug skrivet gant Nobuaki Kanazawa (Pakkuncho e anv-pluenn). Adal ar romant ez eus bet savet ur manga e pemp lodenn, treset gant Hitori Renda hag embannet evit ar wech kentañ er gelaouenn Manga Action embannet gant Futabasha etre Genver 2011 ha miz Even 2012. Ar stumm gall a zo bet embannet gant Ki-oon etre C'hwevrer 2013 ha C'hwevrer 2014. Bez ez eus bet savet ur film e 2011 dindan an anv Ōsama Gēmu.
Un heuliad a zo bet anvet King's Game Extreme (王様ゲーム 終極, Ōsama Gēmu Shūkyoku), ha treset gant Renji Kuriyama e pemp lodenn. Bez eo bet embannet evit ar wech kentañ er gelaouenn Estar embannet gant Futabasha. Embannet e oa bet etre miz Du 2012 ha miz Gouhere 2014.
Un heuliad en a-raok a zo bet ivez anvet King's Game Origin (王様ゲーム 起源, Ōsama Gēmu Kigen, « Orinoù ar King's Game ») treset gant J-Ta Yamada hag embannet er gelaouenn Monthly Action. Embannet e oa bet etre miz Genver 2014 ha Meurzh 2016. 6 lodenn a ya d'ober an heulaid-se.
Ur pevare heuliad a zo bet anvet King's Game Spiral (王様ゲーム 臨場, Ōsama Gēmu Rinjō) trreset gant Renji Kuriyama hag embannet etre 2014 ha 2016 er gelaouenn Manga Action. Pevar manga a zo d'an heuliad embannet etre Genver 2015 ha Du 2016.
Ur manga doare tresadenn-bev a zo bet savet ivez hag embannet e miz Here 2017. Anvet eo King's Game The Animation (王様ゲーム ジ・アニメーション, Ōsama Gemu Ji Animēshon).
King's Game
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'an 19 a viz Here 2009, 32 lisead eus ar memes klasad a gav un sms war o pellgomzerioù hezoug da hanternoz rik. Hervez an destennig e vez rediet dezho sentiñ d'un urzh. Ma ne vez ket sentet gant pep hini anezho e vo ur binijenn. Kentañ urzhioù ar roue a zo reoù gwelet evel farsus gant al liseidi. Buan a-walc'h e teu an urzhioù da vezañ reoù direnkus. Ar re ne sentont a zo lazhet.
Haroz an istor eo Nobuaki Kanazawa, sikouret gant e garantezig Chiemi Honda, hag e gamaladi Naoya Hashimoto, klask a ra dre nep doare paouezh gant lazhadeg ar c'hlasad eilvet B.
King's Game Extreme
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude bezañ cheñchet skol, Nobuaki, dreistbever nemetañ ar c'hlasad eilvet B a glask kaout ur vuhez normal. Poan a vez gantañ da gaout liammoù gant tud all ar c'hlasad nevez dre ar pezh a oa erruet a-raok. Goustadik e zisoñj ar C'hing's Game ha dont a ra a-benn da gaout gamaladed. Siwazh dezhañ adkregiñ a ra ar memestra gant ar c'hlasad ha Natsuko Honda unan eus al liseidi a zeuio war-wel evel an hini a fell dezhañ dreistbevañ a-us da bep hini ha da bep tra. Nobuaki a glasko gant sikour e gamaraded nevez da zreistbevañ ganto.