Mont d’an endalc’had

Kilkenny Union Workhouse

Eus Wikipedia
Kilkenny Union Workhouse
Daveennoù douaroniel52°39′20″N 7°14′43″W Kemmañ
Map

Kilkenny Union Workhouse a oa un ti-labour savet e 1842 e Cill Chainnigh (Kilkenny), en Iwerzhon. A-fed ment e oa ar pempvet hini en Iwerzhon pa oa bet digoret, gallout a raed kaout 1300 labourer o vevañ eno. E-kerzh Naonegezh Vras Iwerzhon e oa un niver bras a dud eno ha betek 4300 annezad a oa bet e 1851. E 2005–2006, ur bez ramzel gant korfoù 970 den, beziet er bloavezhioù 1847–1851, a oa bet dizoloet war tachenn an ensavadur. Ar workhouse a oa bet lamet e penn-kentañ ar bloavezhioù 1920, hag ar savadur a oa bet troet goude-se d'un ospital, d'ur mirva kêrel hag ul lodenn en ur greizenn stalioù hiziv-an-deiz.

En XIXvet kantved an darn vrasañ eus poblañs Iwerzhon a oa tud diwar ar maez ha paour, gant un niver bras anezho o krakvevañ gant ar genskoazell hag an aluzen. Stad truezus klasad izelañ Iwerzhon a oa bet danvez meur a zezrevell ha pennadoù kazetennerezh. E-kerzh ar mare-se, Cill Chainnigh a oa ul lec'h paour-razh ha gant tud dilabour diniver. Kouezhadenn greanterezh an dilhad e penn kentañ an XIXvet kantved en doa lakaet Cill Chainnigh da vezañ al lec'h paourañ e provñs Cúige Laighean. E su ar gontelezh, gant ar gêr, e oa uhel stankter ar boblañs hag an darn vrasañ a oa iwerzhonegerien anezho.

1838, ar skoazell sokial e Breizh-Veur a oa bet ledanaet en Iwerzhon gant ar Poor Relief (Ireland) Act 1838. Ar Poor Law Amendment Act 1834, a oa bet o krouiñ sistem an tiez-labour e Bro-Saoz ha Kembre, a oa bet lakaet da dalvezout en Iwerzhon en desped d'un enebadur kreñv. 126 ti-labour a oa bet savet er vro etre 1839 ha 1845, hag un eil luskad savidigezh a oa bet er bloavezhioù 1850 gant 33 ti-labour savet ouzhpenn. Darn eus an tiez-labour en Iwerzhon, gant hini Cill Chainnigh, a oa bet savet war patromoù George Wilkinson, ar pezh en doa degaset un tisavadur damheñvel e pep lec'h.

Klopennoù tri den gour eus ar bez ramzel hag a ziskouez anat marvioù dre droma puilh.